Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/83

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



YANNIG AR C’HEMENER


————


Gwechall goz e veve e Breiz eur c’hemener yaouank, Yann e hano. Yannig ar C’hemener setu an hano a veze roet d’ezan peur vuia.

Eun den a spered oa, eun den kaer ive, hag a ouie lakaat e vizied da labourat.

Ken kaoz nemet eus Yannig ne veze gant merc’hed yaouank ar c’harter ; koms a reant eus e di bihan kempennet a-zoare, hag holl o doa c’hoant d’e gaout da hanter tiegez. Yannig avat en doa great e zibab, unan he doa gounezet e galon ; hounnez en divije, pe hini ebet morse.

Demdost d’e di ezoa eur gemenerez yaouank o chom gant he mamm ; Janned oa he hano, ha meurbed karet oa gant holl dud ar c’harter, abalamour, kredabl, d’he buez skouerius. Labourat a rea noz-deiz evit gounit he bara hag hini he mamm, hag endra ma ’z ea he nadoz hag he neuden en dro e kane dalc’hmat gwerziou ha soniou eus ar c’haera en çnor d’ar vro ha da zent koz Breiz-Izel, ma ’z oa eun dudi he c’hlevet. Gouzout a rea he micher, hag ouspenn ma’z oa eur vaouez kaer, kristenez vat ez oa ive. Spered Yannig a veze dalc’hmad o sonjal enni ; ha setu ma lakeas en e benn dimezi.

Hag hen ha mont da welet Jannedig, en aviz he goulen da ried.

Mantret e oe o klevet peden ar paotr, rak n’oa tamm ebet eus e renk, daoust d’ezi da veza kemenerez eveldan.

Yannig a yoa pinvidik ; e vrud vat kouls hag e wiziegez eus e vicher o doa digaset d’ezan berniou labour. Janned avat a yoa paour ; hag an hini a zo paour ne deu ket nemeur a zremmou laouen war e dro. Ne garer ket ar paour. Eur wech eat ar baourentez war varc’h, ne c’houlen ket disken d’an traon ; ha setu ar

6.