Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

pignet d’an ograou evit gellout gwelet gwelloc’h a ze petra en em gavche. Teuler a reas e zilhad dic’hiz hag ec’h azezas.

Goude beza termet eur pennad, setu eur vaouez garantezus o vont da zigeri dor ar gador-govez. Hogen, heugi a reas ha dont war he c’hiz, pa welas an hini o doa kemeret evit o ferson, hanter en e zav, penn uhella e gorf pleget war an a drenv ; seblantout a rea beza taget gant eur c’hlenved nervennou.

— Buhan ! Buhan ! tud ama ! Dour ! Dour !

N’oa ken dour en iliz nemet an hini a yoa bet benniget.

Ma ’z ejod d’ar red da gerc’hat da deuler warnezan.

Hogen, ar pez a dlie hen lakaat reiz a reas d’ezan beza kalz gwasoc’h. Seblantout a rea rosta bep tro ma sante an dour.

An diaoul a skrignas hag a laoskas eun « nonde » spontus, ha gant e droad bioc’h, e kasas ar vaouez vat da goueza en tu all d’an iliz.

— Kouezet eo an aotrou person e drouk-sant.

— Red eo chacha anezan er-meaz !

Unan bennak eus ar merc’hed a redas da glask skoazel : dont a reas eun toullad gwazed. Hag i o kregi, lod e divrec’h, lod-all e treid an diaoul deuet da veza reiz, abaoue ne daoled mui dour benniget warnan.

Hag ez eant da gas an aotrou ermeaz. Hogen, kaer o doa, an diaoul na loc’he (finve) ket : gouzout a rit perak. Ar c’herniel eo a jome sanket e golo ar gador-govez, ha pa read eur chach war ar c’horf, ar gador a deue da heul.

D’ar mare-ze eo ec’h en em gavas an aotrou person en iliz, echu e dro gantan er barrez-all.

An holl a huanadas gant eazamant oc’h hen gwelet.

— Jezus, va Doue, an aotrou person !

— Piou eta neuze eo heman ?

— Heman ! Heman eo an diaoul ! a lavaras Kledig, kenner zet neat o welet ar beleg. An diaoul eo, sellit ouz e lost !

An diaoul evel-se na glaske ket beza anevezet ; dastum a reas e skourjez difre.

— Sellit ouz e dreid, eme Gled adarre, pa lavaran d’eoc’h ez int faoutet evel re ar vioc’h !

An heol noa ket savet c’hoaz, ha setu perak n’oa ket bras ar sklerijen en iliz goz. Ar penn-goulou a roe sklerijen betek neuze a yoa nevez marvet, hag an diaoul a finve dalc’hmad e dreid evit ne vijent ket gwelet re.

— Roit dour benniget, eme ar person ; gwelet a raimp dizale petra eo ar spontailh-man.