Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —


— Restaol anezan, eme an diaoul, droug ennan.

— Delit, va zad, setu hen ama.

An diaoul m’helle ket gouzout eus pe vontr ez oa hano, peo gwir edo e fri d’an neac’h.

Daoust hag oc’h ober gwap emaout, a lavaras hen, e kounnar rus, endra ma klaske chacha gantan e gerniel. Petra fell d’it a rafen gant ar montr se ?

— Ma, eme ar zakrist, c’hoant am beus d’hen rei d’e berc’hen, mes peo gwir ne fell ket d’ezan e gemeret endro, petra rin-me ?

— Delc’her anezan ganez, na petra ta ! diskiant keaz, ha ro peoc’h d’in me pelloc’h !

An diaoul a eonenne, kement a boan a gemere.

Kled, e c’hellit kredi, n’edo ket nemeur e poan da jom eno pelloc’h. Mont a reas gant e wreg eus an iliz, o lezel an diaoul d’en em denna, e-giz ma c’hellje.

Lavaret a zo eas ; ober, avat, a zo dieasoc’h ; hag ar pez vil na c’houlle ket ober trouz. Evit ne vije ket gwelet, Paol gornek a zerras draf ar govesion, hag a jachadennou bihan, a glaske gant e zaouarn ha gant e dreid displanta e gerniel eus ar c’hoad. Ar c’hoad-se a yoa benniget, ha, daoust ma koueze e poultren, an diaoul a gave peadra da ober gantan.

An dud a yoa a bep tu en em gave nec’het. Kaer o doa gedal, an nor na zigore ket ; hag a hend-all, eun tammig strons a veze bep eur mare ; ar gador-govez a horjelle. Meur a wech, an hini a yoa a-gleiz, koulz hag an hini a yoa a-zeou, en doa great tok ! tok ! o c’hervel :

— Aotrou person !

An aotrou person, avat, a yoa deuet da veza dilavar, pe, ma lavare eun dra bennak, oa evit skrignal e zent ha sakreal goustat.

A-benn ar fin, skuiz o klevet hopal hag o welet ne deue ket a-benn da gaout e gerniel, setu hen oc’h ober eur frapad krenvoc’h. Ar gador-govez a horjellas betek mennout koueza, hag e c’hellit kredi, ar re a yoa ebarz a hastas skara ac’hano. An trouz a yoa bet klevet gant an holl.

— N’hoc’h eus ket klevet ? eme unan.

— N’hoc’h eus ket gwelet ? eme unan all.

— Petra eo kement-man ? eme eun trede.

— An aotrou person eo a rank beza klanvet, eme eur pevare.

— Red e ve sellet.

— E peleac’h eman ar zakrist ?

Ar paotr, a yoa eat da guzat, red eo ma vefe. Gwelloc’h e kave lezel ar re-all d’en em denna, evel ma karfent, hag ez oa