Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

stlepel goude e porz an diaoul, ’lec’h m’en doa he c’havet. Pa oe great gantan al labour-ze, ec’h en em gavas e peoc’h, hag hen adarre d’an iliz da gaout e wreg, atao ouz her gedal. An diaoul a

govesee bepred. Deuet gantan e daol da vad, Kled a yoa laouen da veza great eun dreuflezen da Baolig ha da veza, hep pec’hi tapet eun tamm pinvidigez diwar e goust. Deuet oa d’ezan hardiziegez.

Kaout a reas Katell en eur c’horn-tro eus an iliz, hag e lavaras d’ezi eun nebeut komzou e pleg he skouarn. Hag hen adarre war-zu ar gador govez. Goulen a reas, digant an hini a yoa da dosta, lezel añezan da vont e-barz adarre, eur pennadig hepken, eun netra, evit anzav eur pec’hedig ankounac’haet. Ha setu hen a-nevez da gaout Paolig.

An diaoul, spered an denvalijen, n’edo ket e poan da veza kavet e-touez an dud pa vije tarzet sklerijen an deiz, ha setu perak en doa lakeat e « vontr » e kichenig ar prenestr koad, dres en toullig great evit lakaat ar metalennou, chapeledou ha kroaziou a a zigas a-wechou an dud ganto da vennigen.

Epad mac’h anzave e laeronsi, Kled en doa gwelet ar « montr » aour o skedi ; meurbed en doa kavet brao anezan. ha zoken, panefe m’oa eun den a zoujanz Doue, en divije tapet krog ennan buhan a walc’h. Goude, hepken, eo e teuas d’ezan ar zonj.

Edo eta war e zaoulin ; boulc’het en doa eur « Gonfiteor » ha n’echue ket, Neo ket souezus. Kemeret a rea holl zent ha zentezed ar baradoz da destou eus e « Vea culpa » ; hag an diaoul, nec’hetoc’h eget n’oufed da lavaret, a leze e lost difistoul da gousket war leuren an iliz.

Katell a yoa deuet adarre wardro ar gador ; hag hi ha tostaat eun tammig muioc’h da lakaat he botez war lost an eal fall, hag o poueza warnan kement ha mac’h helle. E ranke beza pounner, dioc’h an doare. An diaoul a reas eun tamm brao a skrijaden, eur skrijaden ker stronsus ma vennas diskar ar paour keaz Katell ; ha setu al lost dishual adarre. Evit ar c’herniel, siouaz ! ne oe ket henvel. Ar re-ma a yeas da dourta golo peuz brein ar gador-govez hag a zankas ennan ken don ma n’hellas ket, kaer en doa, e jachaz gantan endro. Kled a yoa war c’hed a gement-se, ha ne gollas ket e amzer.

O welet evel-se tapet eur pez labour gant an diaoul, ar zakrist a dapas krog kempenn er montr alaouret hag a roas lojeiz d’ezan en e c’hodel. Hag ar govesion a yea atao war-raok, endra m’edo ar paotr en eur stad ken divalo. O ! me lavar d’eoc’h, n’edo ket e tu da farsal. Egari eo a rea.

— Me zo eur pec’her bras ; m’em beus laeret eur montr !