Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


Lan a yea da genta. Ober a reas eul lamm en a drenv, mantret o welet ar gearze ker pinvidik, ken kaer gwechall ; sonj en doa da veza bet en Naoned pa ’z oa krennard. Ne dalie ketar boan klask an ilizou, ne weled dre-oll nemet berniou atred. Ar re anezo a yoa c’hoaz en o zav a yoa duet gant moged an tan-gwall ha frailhed o mogeriou, lakeat en hevelep stad ma n’helle mui Naoniz o unan o anaout.

Kement a vuez a yoa er gear-ze gwechall ! Brema grig ebet dre ar ruiou ! kristen ebet ken dre eno ! Dilezet eo ar gouelec’h gant an holl. Aryeot a zav dre wask ar vein, an drez a ra garz oc’h ar mogeriou ; ama hag a-hont e weler c’hoaz eun tamm moged o sevel eus eur siminal da lavaret ez eus c’hoaz eun den beo bennak ankounac’heat eno.

Mes nan, an dud-ma n’int eus an Naoned, rak holl kouls lavaret int bet lazet gant an Normaned ; nebeut zo a gement o defe gellet tec’het da glaskeur goudor en eur vro estren.

Hag an holl reuziou all a zo nebeut a dra e kichen ar re a gaver e ti an Aotrou Doue.

N’oa mui hent ebet da vont da iliz-veur Sant-Per.

Gant e gleze rus c’hoaz gant goad an dud gouez, Lan a droc’he an drez hag ar spern dre ma’z ea evit ober hent d’ar Vretoned a deue war e lerc’h.[1]

Ha ne welit-bu ket du-ze an iliz kaër dispar savet gant sant Félix er vid kan ved ? Ha ne welit-hu ket an iliz-se kaëroc’h ha pinvidikoc’h eget holl ilizou Breiz ha Bro-C’hall a bez ?

Ha c’hoaz, eus pell he deus eun doare bennak, mes a dost, pebeus dismantr !

Ama ive e kaver roudou an houarn hag an tan. Bep eur mare e klever eur mean, eur post-mean, eun treust, o koueza. Neus mui dor dal ebet, hag eus ar meaz e weler betek gorre an iliz saotret.

An tabernakl santel hag an aoter a zo d’an douar, e kichen skeudennou ar zent hag an elez faoutet gant benviou dizakr an Normaned dizoue. Petra eo deuet da veza ar groaz a yoa outi eur Christ bras alaouret? N’ouzoun ket, ar pez a ouzoun eo, tra spontus ! o deus distaget unan dioc’h ar voger ha great tammou munut eus skeuden hor Zalver benniget d’ho stleja goude dre an iliz.

Tud a zoujans Doue o deus great fae war ar riskl a yoa evit o buez hag a zo deuet epad an noz da zastum bruzun ar c’hoad sakr da c’horren gant respet. Ar c’haluriou sakr, ar c’hantoloriou, ar chroaziou, a zo eat gant al laëron hep m’o divije aon an disterra

e teufe Doue, skuizet o welet kement a dorfejou heuzus, da zigas

  1. Histoire de Bretagne, gant dom Morice.