Edont gant o feden pa oe klevet eur youc’haden laouen.
Eur vammen zour a yoa diwanet etre Lan hag Odila ; an dour ze, sklear evel dour roc’h, a lintre dindan bannou an heol hag a zirede hed-a-hed ar grec’hen[1].
Ar Vretoned a ziląmmas da eva eus an dour burzudus-se.
Mes Lan kavet gantan e nerz hag e c’halloud a harzas anezo gant eur zin eus e zourn.
— « An hini, emezan, he deus dre he feiz beo saveteet ac’hanomp a evo da genta ! »
Lan a gemeras dour en e dok soudard hag a ginnigas da eva d’ar plac’h yaouank.
Odila a gemeras an dour, mes ne evas ket ; kas a reas anezan dioc’htu d’he zad.
Ar paour kez koz a zelle ouz an nenv hag a c’hede gant fizians ma teuje Doue da derri ar boan a rea d’ezan e zec’hed.
— « Doue en deus bet truez ouzomp, va zad, emezi ; evit ! » Hoëlig a grogas er skudel (giz nevez) hag a evas e walc’h. Odila a evas d’he zro hag a deuas goude da zigas e dok da Lan.
N’en doa ket evet c’hoaz ; gedal a rea ken n’o divije evet e holl zoudarded a-raok tostaat ouz ar feunteun a reant an dro d’ezi. N’eo ket sec’hed a vanke d’ezan koulskoude.
— Brema e c’hellomp lavaret eo great gant an Normaned ! » a lavaras mestr ar Vretoned o lakaat e dok war e benn.
Hag e reas war zu ar gear vras eur zell leun a hardiziegez hag a fizians.
Kemeret eo, kemeret eo kear goz ar Vretoned !
N’o deus ket gellet en dro-ma an Normaned herzel ouz ar Vreiziz : kilet o deus d’o zro ; mont a reont difrea ma c’hellont da gaout o bagou chomet war ar ster ; ar Vretoned avat a red war o lerc’h gant o c’hlezeier noaz savet da skei. Mall eo gant an dud kriz sevel en o bagou, taget ma’z int dre bep tu… Hag ez eont ac’hano. Pell a vezo abarz ma tizroint.
An dra-ma a yoa er bloaz 938.
Chomet mestr war an dachen, Lan a c’hoantaas mont e kear
da drugarekaat Doue evit ar gounid kaer en doa roet d’ezan.
- ↑ Histoire de Bretagne, gant d’Argentré. Ar feunteun-ze a zo c’hoaz anezi hizio, hanvet eo Feunteun Santez-Mari.