Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —


— « Sec’hed am eus, Odila ! Mervel a ran gant ar zec’hed ! Dre druez, Odila, eur bannac’hig dour ! eul lommig dour hepken ! »

— « N’hellan ket siouaz ! roi d’eoc’h ho koulen, a lavaras Odila mantret. Mes, en han Doue, va frins, n’en em lezit ket da vont da fall evel-se ; kemerit kalon. Gellout a reomp c’hoaz kaout an treac’h. Abalamour m’ho kwelont o fallgaloni ho soudarded a ra eveldoc’h ; n’hoc’h eus ken da ober nemet sevel hag e savint ive. »

— « N’ouzout ket, Odila, pegement a boan am eus me !… C’hoaz ma vijen va-unan o c’houzanv ! Mes te… ha va zoudarded !… A ! perak n’oun me ket chomet e Bro-Zaoz ?… »

— « Arabat eo d’eoc’h lavaret traou evel se, Lan a Vreiz, eme Odila gant eur vouez dous mes rebechus evelato ; ober a rit dismegans da Zoue o tiskouez difizians. Galvit-hen kentoc’h d’ho skoazia pa ho peus kement ezom anezan. Pedit Mari, skoazel ar gristenien. Daoust ha n’he deus ket bet truez ouzoc’h war ar mor ? Ankounac’haet ho peus ar veaj hon deus great eus Londrez da Dol ? »

Lan a rea gwella ma c’helle evit en em gennerzi o klevet komzou Odila. Klask a reas sevel, hogen, ken dinerzet oa, ken dizec’het, ma oe red d’ar plac’h yaouank roi harp d’ezan.

— « Mezus eo evidomp, Odila, ni gwazed, beza treac’het gant eur vaouez ! »

— « Deoc’h hu eo roet nerz ar c’horf, d’eomp ni an nerz-kalon, emezi. An hini kenta a ya buan da netra pa deu da steki ouz an dienez pe ar boan ; an eil avat a zalc’h penn da bep tra, ne varv nemet da heul an elfen a han vomp ar Feiz. »

— « Koms d’in c’hoaz en doare-ze, Odila, ema va nerz-kalon o tizrei. A ! ma teufe brema eul lommig dour da zistana va zeod ha va gouzoug e rafemp o stal d’an Normaned-se, Odila ; ya, an Naoned a vije d’eomp a-raok kuz-heol ember. »

— « War ho taoulin, Lan a Vreiz, ha pedit ganen ! »

Lan a reas eun dastum eus ar pez a nerz a jome gantan, hag a hopas :

— « D’an daoulin, holl ! »

Odila a lavaras c’hoaz :

– « Goulennomp evit an eil gwech skoazel an Itron Varia, Rouanez c’halloudus an Nenv. N’eus nemeti a gement a c’hellfe hon tenna eus ar stad reuzeudik-ma. »

Odila a zavas buan eur beden c’houek da Vari. He lavaret a reas meur a wech. Da genta n’oa nemeti o pedi, mes a nebeudou e teuas he mouez da veza goloet gant re ar Vretoned, dre ma kreske o feiz hag o fizians.