Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/59

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —


Sevel a reas he fenn da lavaret :

— « Livirit d’in, Aotrou meurbed madelezus, n’hor lezot ket war ho lerc’h ? »

— « Nan, Odila, p’eo gwir e rafe ze kement a boan d’it. Ha neuze, sell, eun dra bennak a lavar d’in hon devezo ezom ac’hanout en hon touez. »


V


Eul lommig dour !


Digouezet oa ar Vretoned tostik dan Naoned : edont oc’h ober eun ehan e foenneier Nian.

An Normaned a zirollas da c’hoarzin gwap pa weljont an arme vihan o tostaat da lakaat seziz war ar gear ez oant lojet ker brao enni.

Ar Vretoned a yoa holl war varc’h. Kement se a vije bet mat sur evit eur c’hrogad war ar plean ; evit ober eur seziz avat ne dalveze ket nemeur. Dizale e oe red d’ezo pellaat eun tammig, dont war o chiz, « evit tenna o halan, » a lavar ar paperou koz.

An dra-ma a yoa e kreiz an hanv, pa ’z oa ar muia gor gant an amzer ; ar paour kez Bretoned a varve gant ar zec’hed.

Chom a rejont a-zav oc’h kostez eur grec’hen tost da gear. Lan, ker kalonek betek neuze, a zantas e nerz-kalon o vankout d’ezan ; fallgaloni a rea. Ar c’houezen a zivere eus e dal, hag eur zec’hed vras a rea d’ezan dizec’ha war e dreid. Setu hen o koueza d’an douar, skuis maro, dare da dremen.

— « Dre druez ! emezan, eul lommig dour ! »

— « Eul lommig dour ! eul lommig dour ! » a lavare ive pep hini eus ar zoudarded d’e dro ; ha den ne c’helle roi d’e nesa ar pez n’en doa ket d’ezan e-unan… « Kentoc’h gouzanv dek gwech an naon eget ar zec’hed !… Mervel gant ar zec’hed pa ’z omp ken tost d’an treac’h diveza !… Mervel, pa vijemp saveteet gant eul lommig dour ! »

Ar c’homzou ze a yea eün betek kalon Lan ; en eur mare-all o divije great d’ezan sevel en eul lamm en e zav, ha koulskoude ne reas van ebet, ken nebeut ha pa n’en divije klevet netra. Chom a rea eno astennet war an douar, hag e tenne dalc’h-mat huanadennou truezus.

Odila a lezas eur pennadig he zad evit dont da gaout Lan.

— « Odila ! » emezan ken izel ma’z oa poan e glevet. Ar plac’h yaouank a zizavas d’ezan e benn er gwel d’hen diboania eun tamm bennak.