Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

eun den dibabet gantan da gastiza evel m’eo dleet ar re o deus saotret e di hag e aoteriou.

An eskop a c’hellas sayetei e vuez war bouez tec’het. Mont a eure da Zant-Donatien. An ilizig a zouge hanoiou an daou vreur merzerien a yoa chomet en he zav.

Dont a reas an daelou eus daoulagad ar Vretoned kristen, o welet kement a freuz hag a zismantr. N’edont ket war c’hed eus kement a zroug. Mont a rejont dan daoulin e kreiz an atrejou, ha Lan a roaz e cher da Zoue e savje a-nevez kear hag an ilizou evit e drugarekaat eus ar skoazel en doa digaset d’ezan.


VII


Lan hag Odila


Naoned a blije da Lan a Vreiz abalamour m’edo en eul leac’h a zoare, abalamour ive m’en doa eur porz-mor eas, ha setu perak ne zaleas ket da zeveni al le en devoa great da Zoue war atrejou an iliz-veur.

E Vretoned a gargas da gloza kear gant mogeriou uhel ha ledan evit ma c’hellje hiviziken derc’hell penn d’an enebourien a deuje da glask he c’hemeret. Lakaat a reas kempenn ar c’hastel hag ez eas da jom ennan ; gervel a eure an Naoniz o doa tec’het, dizrei a rejont kerkent hag e oe mall ganto kinnig o doujans d’ar prins a yoa meulet e Breiz a-bez abalamour d’e daoliou kaër ha d’e vadelez.

An eskob a deuas da vervel ; Lan a c’halvas Octra, eskob Kastel-Paol, d’an Naoned, hag a roas d’ezan peadra da adsevel an iliz-veur.

Hogen, endra ma poanie Lan da renevezi kear, d’he renta ker bras, ker brao ha ken pinvidik ha biskoaz, Octra a zrese an aoteriou, konted Breiz a rea eus o zu kement a c’hellent evit rapari ar c’hollou great en o c’harter. Breiz a zave adarre he fenn.

Mes, e keit-se, petra oa deuet Hoëlig hag Odila da veza ?

War hano Odila eo e lakea Lan ar grasou kaër en doa bet eus an nenv, ha setu perak ne felle ket d’ezan he divije ti-all ebet nemet e hini e-unan.

E kastel an Naoned eta eo e kavomp ar barz hag e verc’h eur vintivez a viz maë 942.

Pevar bloaz a zo eo eat ar Vretoned e kear. Odila he deus brema ugent vloaz hag e lakaër eo c’hoaz brasoc’h he gened eget