Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

ha ker prim-ze oa nijet al levenez en doa bet o kaout ar gounid ?

Lan a dro war-zu e dud hag a lavar d’ezo :

— « E peleac’h ema Odila ?… E peleac’h ema Hoëlig ?… Daoust ha n’int ket chomet e Dol, glazet marteze, dare da vervel ? Ha ne welit-hu ket a dreuz linen nou ar zoudarded telen Odila ha bleo hir ar barz? Ha n’o gwelit-huket e-touez hon tud pistiget ? »

— « Odila ! Hoëlig ! eme ar vrezelourien, war eun dro, e peleac’h vefent chomet ? »

Hag ez oant mantret. Kement oa karet ar barz hag e verc’h m’o divije kredet ar Vretoned paea gwall-ger o gounid kenta, i kollet.

Lan e-unan a grede kennent-se ; lavaret a reas ennan e-unan :

— « Ne deuimp ket a-benn hepdo ! »

Sevel a reas e benn da lavaret uhelloc’h o vousc’hoarzin :

— « Skor bresk koulskoude ! »

— « Skor bresk ? eme eur Breizad, evel o rebech d’ezan e gomz. Kanaouennou Hoëlig a vag ennomp an tan santel, hag ar gwel hepken eus Odila a zo evidomp eun nerz nevez. »

Lan a droas e zaoulagad war-zu an hini en doa komzet hag a zeblantas fellout lenn betek e goueled kalon an den ze. Ar zoudard ive a gendalc’has da zellet outan. Lan a astennas d’ezan e zourn.

— « Distroomp da Dol, Eummaël, emezan, hag o digasimp ganeomp. »

Roi a eure e ursiou d’an eil vistri evit ambarki ar zoudarded, hag ez eas gant Eummaël da gear Dol dre an hent o doa great nebeut amzer diaraok.

Digouezet e kear ez ejont dre veur a stread hep kaout kristen ebet war o hent. Kaout a-walc’h a reant, ama hag a-hont, eun Norman bennak astennet, gant dilhad mastaret a wad hag a bri, ha kement-se a rea heuz d’an daou veachour.

Lan a Vreiz a grog e breac’h e genbeachour hag a ra d’ezan chom a-zav :

— « Daoust, emezan, ha n’eo ket mouez Hoëlig eo a glevan ?… Selaou !… »

Hag i da zelaou ; mes ne glevont grig ebet.

— « Faziet oc’h a dra-zur, aotrou ! » a lavaras Eummaël.

Hep respont, Lan a gendalc’has gant e hent, hogen ennan e-unan eun dra bennak a lavare n’oa ket faziet.

Eur pennad goude e weljont evel eur skeud o tremen difre ebiou d’ezo.

— « Odila eo !… Mar fazie va diskouarn bremaik, evit brema va daoulagad ne faziont ket. Hi eo. Ya, Odila eo… Odila ! Odila ! »

— « Odila ! » eme ive Eummaël, ha gant kement a nerz ma ’z oa peadra da lakaat Dol a-bez da dregerni gant an hekleo.