Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/52

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

a gan, a gan pell amzer troiou kaer Arzur ha re ar Barz Morvan, ken brudet o daou e touez ar Vretoned.

Ar prins Lan a zo azezet war eur c’hroc’hen leon e harz treid ar barz, hag ar Vretoned a ra ar c’helc’h. Selaou a reont gant dudi ar c’han-ze a goms d’ezo a galon, nerz ha vailhantiz. Dont a ra daelou e daoulagad an holl. Lan e-unan a zo tenereet e galon.

— « An douar ! An douar ! » eme unan bennak.

Ar barz koz a dav ; Odila a lez he zelen, ha Lan a zao en e zav, e galon e virvi.

— « An douar ! emezan ive. Setu Breiz Izel ! D’an daoulin, va zud vat, da drugarekaat Mari eur wech c’hoaz ! » Hag ar Vretoned a oe mall ganto senti ouz an urz-se. E kichen Dol eo e touaras ar Vretoned harluet, hep diezamant-all ebet.


III


An treac’h kenta


Evel holl geariou Breiz-Izel, Dol a yoa dan Normaned ; hogen, ne gaved ket eno an dristidigez a dlie Lan kaout war e hent dre ma ’z ache.

Roue ar Franz, evel aouezer, en doa roet douarou Dol da Rollon ; hema a ingalas e genvroīz dre ar vro-ze. Tremen a reant o amzer o c’hoari, o tibri hag oc’h eva gwella ma c’hellent, hep m’o devije an disterra anaoudegez eus ar barr-arne a yoa o vont da darza warno.

— « Breiz ! Breiz ! » en doa lavaret Lan o lakaat e dreid war douar ar vro garet ; « Breiz ! » emezan adarre o vont e kear Dol, hag an dud kez harluet, ganet eno meur a hini anezo, a lavare ive da heul o mestr ker : « Breiz ! Breiz ! »

Evel hon deus lavaret, an Normaned n’edont ket war c’hed a gement-se. Edont gant o flijadur pa glevchont youc’hadennou ar Vretoned, hag e oent lakeat nec’het. Dont a rejont hep urz ebet d’en em deuler etre divreac’h o enebourien.

Neuze avat e oe eur c’hrogad, eur c’hemmesk, e leac’h ma redas ar gwad. Ar Vretoned koulskoude o devoe an treac’h, hag an Normaned a c’hellas difenn o buez a oe mall ganto tec’het.

Treac’het ganto o enebourien, ar Vretoned a zistroaz d’o bagou.

Hogen, ar re a yoa da dosta da Lan a welas e benn kel laouen eur pennad diaraok o tont enn eun taol da denvallaat, evel an heol skedus deuet da veza goloet gant eur goumoulen. Daoust