Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


— « Lan a Vreiz ! » a lavaras kerkent eur vouez laouen.

— « Anavezet he deus ac’hanon ive, a lavaras Lan o trei war-zu e gamalad, ha koulskoude n’em eusket hopet eveldout ! »

Hema en em gavas dies.

Odila a gouezas d’an daoulin e-harz treid mestr ar Vretoned.

— « A ! Aotrou ! emezi, dizro oc’h ? »

— « A dra zur, Odila : ha penaos em bije-me gellet, hep beza digalon, dilezel an hini a dremen evit beza hor Providans d’eomp holl ? Penaos em bije-me gellet dilezel ho tad koz ? N’omp ket evit tremen, hep kanaouennou Hoëlig ; n’omp ket evit beza hepdout, hep da vousc’hoarzou ha da aliou. Petra zo bet abeg d’it da jom ama war hon lerc’h, Odila ? Daoust ha fellout a ra d’it trei kein d’eomp ? »

— « Aotrou, emezi gant nerz, penaos e c’hellit lavaret an dra-ze ? »

— « Dies am eus kavet sur, Odila ! »

— « Lan a Vreiz, eme ar plac’h yaouank gant eur vouez hag a dreuzas e galon, kaset hoc’h eus ganeoc’h ar re vac’hagnet, ha mat hoc’h eus great, rak eun dever oa evidoc’h ; mes ouspenn a yoa da ober ; hag eno ho servicherien o deus great evidoc’h ! »

Lan a Vreiz eun tammig mezek a zellas outi hep lavaret ger. Ne zeblanteket beza klevet mat a-walc’h rebech ar plac’h yaouank. Houma a lavaras adarre :

— « Ha ne dliemp-ni ket sebelia ar re varo ? »

— « Gwir eo, eme Lan goustat ; savet oa keuz gantan da veza kavet abeg er plac’h vat. Gwir eo ! »

Lakaat a eure dourn ar plac’h yaouank en e hini d’hen starda gant nerz.

— « Odila ger, bennoz Doue d’it. Ha n’eo ket gwir, Eummaël, ez eo Odila eun eil Brovidans evidomp ? »

Eummaël a yoa chomet sioul en distro, tenval e benn, nec’het e spered ; Odila n’he doa ket c’hoaz great eur zell outan.

— « Muioc’h e kar ar prins, emezan outan e-unan, ar pennig skanv zo anezi ! »

N’anaie ket Odila. Eviti brezelourien Breiz a yoa holl breudeur er boan hag en harlu, breudeur hag a garie gant eun hevelep karantez. Eviti, Lan oa roue Breiz an amzer da zont ha muioc’h c’hoaz salver he bro.

Ar plac’h yaouanka gasas Lan hag Eummaël da gaout he zad.

— « Va zad, emezi, setu Lan a Vreiz dizroet d’hor c’hlask. »

Hoëlig a yoa azezet war eur bern atrejou, telen Odila gantan etre e dreid.

Eul lanneg vras a yoa dirazan ; hag e selle dalc’hmad etrezek