Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —


Eun taol avel krenv evel eur gorventen a rogas ar c’houm moul, ha dre an toull great er goabren e teuas eus bann loar, peadra da ziskouez da Laouig kement a jomę eus abati brudet Log-Maze.

Ar spont a grogas er mesiad.

Lakaat a eure adarre sin ar groaz en e gerc’hen hag e taolas eur zell pisoc’h war al leac’h.

N’oa eno nemet mogeriou kouezet, , duet gant an avel-vor, berniou mein goloet a zrez hag a linard, prenestrou uhel hep o gwereier livet kaër gwechall, patromou sent dibennet ha stlejet n’eus fors penaos ama hag a-hont, en eur ger, peadra da vantri.

Ar c’haouenned a c’hournije eus eur c’horn d’egile, evel droug enno abalamour m’oant dihunet e kreiz o c’housk gant trouz bouteier.

Hag ar c’hloc’h a yoa atao e bole.

Droug-livet oll, e vleo e pign war e benn evel nadoziou da ober stamm, ar paour kez Laouig en doe eur zonj vat.

Setu hen o kemeret e delen, hag o lakaat ar c’herdin da zon evit kas kuit ar spont a lakae eur c’houezen zrus da bizenna war e dall.

Kregi a ra gant poziou kenta ar Magnificat :

« Va ene a gan meuleudi da Zoue,
» Dre m’en deus taolet e zellou war he zervicherez dister »

Skoet e galon gant an traou burzudus a gane, Laouig a deuas nebeut-a-nebeut da hardisaat, ha neuze e vouez kavet ganti he holl nerz a gasas betek penn kantik kaër ar Werc’hez.

Hag ar peoc’h, ar zioulded a blafas a-nevez war ar mogeriou du.

Ar c’haouenned, al lapoused-noz a daveo ; an askelled-kroc’hen a jome difinv a ispilh evel hedou gwenan oc’h pennou uhella ar pilierou.

An avel neuze a zigase betek ennan notennou dudius kleier Nedeleg o son e Log-Krist ginivelez ar Mabig Jezuz.

Laouig a deuas sonj d’ezan eus Marc’harid ha Barbaig, a yoa o pedi devot en iliz, kredabl, hag eus Marianna, o neza a spered e kichen an tan, keit ha ma taole evez war ar pod-houarn.

Setu hanter-noz o skei.

Laouig a skrijas ; klevet a reas eun trouz dister. Hag e welas kerkent eur manac’h gwisket gwenn, gant eur skapular du war e zae, ar c’hap displeget war e benn. Eur baro gwenn arc’hantet a ziskenne stank war e beultrin ; e zaoulagad a yoa meurbet sklear dindan e valvennou touffek ; eun ear ankeniet kenan a yoa war e