Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

zremm, mes an ear-ze ne sponte ket Laouig, doujans eo en doa ouz ar weledigez.

O veza great eur zell war ar manac’h, Laouig a lakaas sin ar groaz en e gerc’hen, hag e oe en e eaz, o veza ne dea ket ar wele digez e moged, rak merk ar c’hristen ne gas kuit nemet ar sperejou fall.

— « Den Doue, emezan neuze o tenna e galabousen, a beleac’h e teuit, ha petra c’hedit diganen ? »

Ar manac’h a jomas dilavar.

— « Den Doue, hag ezom hoc’h eus-hu eus va fedennou ? » Netra adarre.

— « En noz-ma, den Doue, eo ganet hor Zalver benniget ; mar gell eur pec’her paour roi d’eoc’h eun tammig skoazel evit peoc’h hoc’h ene, me her graio. »

Eur vouez c’hroz a respontas en dro-ma ; seblantout a rea dont, nan eus genou eur manac’h, mes eus dounder eur bez.

— « Ya, emezan, ezom am eus e c’houlenfe ar gristenien trugarez evidon digant an Aotrou Doue… Laouig-ar-Gernevez, sevel a ri uhel e-touez an dud ; gouiziek ha pinvidik e vezi… An noblans a zo ez kalon hag ar binvidigez ez tourn. Labour ha gra da zlead, hag an holl draou-ze a vezo roet d’it war ar marc’had… »

— « Hag ar ouiziegez ? » a c’houlennas Laouig evel en despet d’ezan, poan gantan sonjal ne zeuje e vennoz da zeveni betek penn.

— « C’hoant ac’h eus da zeski ?… Siouaz ! paotr paour, gouiziegez ar bed ne deo nemet moged pa ne zervich ket da enori hano santel an Aotrou Doue ! »

— « Me a gar Doue hag a fell d’in e zervicha atao, » eme ar paotr, souezet oc’h en em gaout kement en e eaz.

— « N’ez eus netra hep poan, eme c’hoaz ar manac’h gwenn. Roet eo bet d’it donezonou ar Spered-Santel, laka anezo da dalvezout. Mes, abalamour ma’z out bet trugarezus, ha ma ’c’h eus roet skoazel en hano Doue, eur c’hras az pezo evidout da unan… Dizav ar mean-bez-se a zo aze e skeud ar groaz ; kaout a ri eur pez aour, unan hepken. Kemer anezan. Ne vanko ket ez yalc’h keit ha ma chomi fur, leal hag e doujans Doue… Kea dioc’htu, hep sellet war da lerc’h ; er barrez tosta e klevi teir oferen ar C’hinivelez… E « Bourges » en em gavi a-benn dek dervez bale ; eno e krogi gant da Vuez nevez, skolaër e vezi, hag ez i eus an eil skolach d’eben, betek ma vezi gouiziek a-walc’h. Mar n’ec’h eus ket kavet an eürusded, e tizroi d’ar gear pinvidik, mar ’peus gouezet lakaat da dalvezout kenteliou da vistri… »

— « Daoust hag eürus e vezin ? » a c’houlennas Laouig tre-