se da c’hoari eun dro zivalo bennak d’ezan, evel ma reant re alies d’ar veajourien o tansal dirazo, dre o ardou kasaüs, ha da echui, o terri o gouzoug d’ezo.
A drugare Doue, Laouig ne welas netra, netra nemet skeud divent an daol-vean stlejet war an erc’h, azalek kreiz ar blenen betek harzou eur c’hoad dero, red dezan tremen a-benn digouezout gant abati sant Tangi.
Ama, an denvalijen a yoa c’hoaz tevoc’h hag ar paotr en doa aon, nan rak ar viltansou, Paotred ar Zabat, Hoperien-noz, Korred, Kannerezed-noz, Gwrac’hed, pe me oar-me? Aon en doa rak ar bleizi naonek o rodellat a-drenv ar gwez bras, o c’hedal eur preiz founnus da ziskolpa.
Ar Breizad yaouank a stardas ar penn-baz en e zourn hag a yeas dillooc’h gant e hent.
O veza great sin ar groaz o tremen ebiou d’an daol-vean, setu hen o troi e benn meur a wech dioustu, evel pen divije bet c’hoant da lavaret d’ar viltansou: « N’em eus aon ebet razoc’h, krouadurien mallozet, a zo o chom el leac’h daonet-ma ! » Hag ez eas dindan ar c’hoad.
Setu ma teu e dreid da steki oc’h trojen eur wezen astennet a-dreuz ar wenoden ; an delen a huanadas, ar gorden vrasa a roas eur zon pounner, hag ar re vihan a skrignas.
Ha kement-se a oe evel youc’haden glemmus eur paour kez den kouezet en eur riskl bras.
Ha Laouig da c’haloupat.
An avelig o tont eus ar pellder a zigase neuze betek ennan trouz ar c’hleier e bole evit lavaret edo oferen an hanter-noz o wiska ; ha setu, en eun taol, eur c’hloc’hig-all tostoc’h o respont ouz ar re-all.
Mouez hema n’oa ket ker sklear, ken skiltr na ken nerzus ha bole laouen ar re genta, evel eur vouez raouliet oa, klemmus ha leun a velkoni ; ne gleved ket ken nebeut an hekleoiou o respont outan.
Laouig a oe mantret e galon.
Piou eta a grede, d’an heur-ze, en eun hevelep nozvez, dont di da zon kleier mut abaoue eun niver bras a vloaveziou ? Piou a laka bole er c’hloc’h-se lezet e beg tour an abati ? Den ebet n’en doa chachet war ar gorden abaoue an deiz milliget m’oa bet lakeat ar venec’h er meaz eus o zi !
Laouig koulskoude a yoa digouezet e penn e veaj.
Dirazan ez oa berniou traou du, dieaz kenan gouzout mat petra oant.
Setu ed eun taol an erc’h o paouez da goueza.