Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


An holl goulennou-ma a oe skoet an eil war lerc’h egile, endra ma tizec’he ar wazed picheradou chistr. Anzav a-walc’h a reant ker brao ha tra :

— « Na c’hoero eo ar chistrer bloaz-ma !… Hogen, setu erc’h o koueza, ha marteze e vezo avalou !…

Barbaig a reaseur zell korn ouz Laouig ; hema ive a zelle outi bep eur mare dre ma kase e zourn war gerden eun delen dare da goueza e poultren :

— « Laouig, emezi gant he mouezig flour, d’it eo displega d’eomp eur gontaden Nedeleg, p’eo gwir ez out desket bras ! »

— « Me desket, Barbaig !… Ha kredi a rez an dra-ze ? Ne doun, siouaz ! nemet eun azen, ha koulskoude e karfen gouzout pep tra ! »

— « Hum !… Kenteliou war an doara d’en em ganna a blijfe d’it, kredabl, muioc’h eget kentelliou fastus an tad Gwenole, a zesk d’it al lizerennou ? » a lavaras neuze Kerpetradime.

— « Ha me, eme Kerdaonched, me a zesko d’it kement a zell oc’h skouedou an noblans koz ! »

— « Mat, eme Fanch-koz gant tristidigez, spered an den n’eo ket ledan a-walc’h evit gouzout pep tra ; ar c’hoant gouzout eo a ziskaras hon tad hag hor mamm genta. »

— « Barbaig, daoust ha roet ez eus diou wech muioc’h d’ar chatal ? Red eo d’eomp hizio renta da vignoned kenta an aotrou Jezuz !… »

— Ya, va mamm ; zoken hon deuz aozet gant deliou eur pallen da c’holo an azen a yelo ganeomp d’an oferen. »

Dek pe daouzek bugel, leuna vuez, a zaoulamme en eur c’horn eus ar zal vras, a gane, dres d’ar mare kanaouen nedeleg an azen.

— « Marvat, eme Vac’harid, e vezo lakaet er siminal holl vouteier ar vugaligou, hag e vezo eun dra bennak evit pep hini… »

— « Evit sur, mamm ger ; pourchaset hon deus pep tra, zoken eun hordennadig gwialennou da Yannig, a vez dalc’hmad o c’haloupat al lanneier, eleac’h mont da skol an Tad Gwenole… Da bep unan ar pez a zo dleet d’ezan, hag an holl a vezo eürus ! »

— « E bro Vrabant, a lavare Herveou, e vez debret d’ar poent-ma yod benniget, hag e Limbourg, mez dous. Bet oun oc’h ober brezel dre eno, hag em beus c’hoaz sonj mat a gement se… »

Selaou a read anezan gant plijadur, hogen, ar picherou-pri a yoa leun ; Laou, Jakez, ha Maturun, hag an daou skoueder a jache varno pa heane ar safarerien.

— « Ha te, Barbaig, a lavaras Mac’harid, n’out ket eat da welet gant eur piled koar pe seurt dremm en deus da bried du-ze e strad ar puns ? ».