walc’h e izili evit mont d’ar parkeier gant ar re all, na da fagodi er c’hoajou, na da vanea ar waskell da vare an avalou.
En diskar-amzer e kutuilhe ar c’hraon hag ar c’histin ; d’an nevez-amzer e kase an denved da beuri oc’h ar c’hleuziou, ha d’an hanv e kase o meren vihan d’an eosterien.
Ar skoueder Kerpetradime, pa deue ar goanv, a zeske dezan kement a c’houie diwar-benn ar skouejou hag an « ardameziou » [1], hag e vignon Kerdaonched a ziskoueze an doare da c’hourin gant ar gwaf, pe ar c’hleze ; Herveou koz en doa gouezet lenn gwechall, n’en doa ket ankounac’haet e holl lizerennou : hag e poanie gwella ma c’helle da zeski da Laouig penaos en em gemeret gant pazennou kenta ar wiziegez-se ken dieas da dapout.
Evel-se ’ta, d’e bemzek vloaz Laouig a yoa eur c’hrennard a-zoare, diwiziek, fur avat, ter da zeski, huvreer a-wechou, c’hoantek atao ; fellout a rea dont da veza… eun dra bennak.
— « N’ouzoc’h ket, a lavaras neuze eur c’houeriad evit sevel ar gaoz kouezet abaoue kanaouen ar Floc’h ha krosmol ar merc’hed ; n’ouzoc’h ket eo eat Jakez ar Ber da jom da Blouvorn ? Bez’ e vez teir foar vras dre eno : Landivizio, Berven hag ar Merver, e vez gwerzet enno tremen tri mil marc’h… »
Eur c’houeriad-all a zavas buan e vouez war hini an daneveller [2] :
— « D’az yec’hed, hor mestr, emezan, o rei ar rod edo o nevez eva ennan. Ar chistr a zo c’hoero er bloaz-ma, hag an erc’h a gouez drus er meaz… Piou a zisplego d’eomp eur rimadel evit laouennaat nozvez ar Pelgent, p’eo gwir n’eo ket bet kavet mat son ar Floc’h ? »
— « Kana eur werz neuze, » a lavaras Herveou.
— « Kontit d’eomp, Mac’harid, istor kannerezed-noz lenn ar Wrac’hed ! »
— « Yvona, gwerz sant Tangi benniget ! »
— « Barbaig, va c’harantez, koms d’eomp eus Lutun Trebabu ! »
— « Kerdaonched, eus karrigel an Ankou war henchou Lokournan ! »
— « Paotred ar Zabat, Yann ! »
— « Cheun eo, da vihana a dlefe konta d’eomp buez e zant paëron, Eozen, pe Erwan, ganet e Landreger, a oe alvokad, ha na laeras ket, hag a yeas d’ar baradoz, el leac’h eo chomet abalamour
n’en deuz an aotrou sant Per kavet hucher ebet d’e vouta er-meaz. »