Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


Evel-se ’ta, en noz-se, da c’houde an Angelus e tiredas eur maread tud laouen da di Fanch-Koz.

En oaled ez oa eun eteo (eur c’hef) bras ha teo, bet benniget araok lakaat an tan ennan. Gwreg an ti a yoa azezet brao en eur gador great gant pevar blanken rabotet kempen ; tost d’ezi, azezet hi ivez war eur skaonig, Barbaig, he merc’h hep hini-all, a skoache he fenn goloet a vleo melen flour war barlen he mamm.

Dirazi, ar Floc’h, bombarder dispar, a gase hag a zigase e zourn war e venveg. Hanvet oa an tortig koant, rak, siouaz ! daoust m’en doa eur penn a zoare, e gein a yoa tort, bihan e vent, hag e izili treut o divije marteze lakaet ar vugale da c’hoarzin. — ar vugale a zo didruez ! — hogen, eur vouez dudius en doa da gana gwerziou ha soniou Breiz-Izel.

Edo en-deün o paouez rima poz kenta gwerz ar vinorez vihan :

Ar vinorez a Draon-al-Lann
’Deus goulennet gwelet he mamm,
Gwelet he mamm ha koms outi
Gant ar c’heuz bras he doa d’ezi.

Hogen, pedet e oe da harza, rak na zeree ket implija noz Nedeleg da zevel soniou. Hennez oa da vihana ali Yvona, ar stamerez, Marianna hag Anna-Mari, ar vesaerezed, koulz hag hini Tugdual, an dioualler houidi. Kaboseg, ar fagoder, Herveou, archer koz an duk, aotrounez Kerpetradime ha Kerdaonched, skouederien nobl, lorc’h bras enno o kaout eur K barrennet en o hano, na lavarent netra : hag an drazo a yoa eun anzav e kavent mat mennoz ar re o doa komzet.

An dud enorus-ma a laze an amzer o tebri kistin poazet el ludu, ha kement-se n’ea ket hep eva bep eur mare chopinadou chistr mat, a yoa eun daouzeg pe drizeg podad dioutan war an daol.

Laouig hepken a yoa dilavar.

En nozvez-se memes edo o vont da gregi en e c’houezek vloaz ; chom a rea bepred war e dal mellezour ar glanded, a gaver ken dudius er yaouankizou, ha koulskoude, e lagad glas evel ar mor a lugerne, a verve, santout a read ez oa er paotr eur youl nerzus, eur c’hoant souezus bennak. Bouchadou teo a vleo du voulouzet a goueze a ispilh war e ividigou, o c’hoari en dro d’e ziou voc’h rus evel diou rozen.

Beza en doa eun doare dous kenan kemmesket marteze gant eun tammig melkoni evel a vez kavet war bennou ar re a vez dalc’hmad o spered e bro an huvreou.

Laouig a yoa eur minorig savet e ti Fanch-Koz evit bennoz Doue. Ne rea ket nemeur a dra evit c’hoaz, dre n’oa ket krenv a--