Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LAOUIG-AR-GERNEVEZ [1]


————


Setu ama eur gaoz
Ha n’eus enni gaou
Nemet eur ger pe daou.


I


Penaos e teuas Laouig da anzav e felle d’ezan deski pep tra


Er bloavez-se, — pell pell bras a zo abaoue, — er Gernevez, war douarou eskobti Leon, demdost da Log-Maze-Penn-ar-Bed, eun ti-soul hepken a yoa sklerijennet gant luc’hed mogedus eur c’houlaouen rousin ; ar re-all holl a yoa tenval en noz-se, derc’hent Nedeleg, ha setu ama perak.

Tud an tri pe bevar diegez a yoa en em vodet e ti Fanch-Koz, gward Koat-Meur a berz aotrou Kereven, pell a yoa o c’haloupat Bro-C’hall.

An dud-ma a c’hede ar poent da vont d’ar. Pelgent d’an iliz parrez a yoa war hed eun hanter leo ac’hano.

D’an amzer m’oa renet Breiz gant he Duked, gwazien an aotrou madelezus en em vode e maner Kereven.

Hogen, pell a yoa he doa an dukez Anna roet leveou Nomenoë da Vro-C’hall, ha lavaret ar gomz vrudet: « Piou a gav abeg ? » Holl dijentiled an Arvor a gave abeg hag a c’hrosmole, daoust ne gredent ket sevel re uhel o moueziou.

Touellet gant ar pez a gleved diwar benn ebaton lez ar roue, unan bennak anezo a zilezas o maneriou, ha ne zistrojont morse, rak m’o doa ranket gwerza o douarou evit kaout dilhad kaër par

da da re ar C’hallaoued.

  1. Tennet eus al levr Les Légendes du Mont Pilate, skrivet gant Ch. Buēt, ha moullet e ti Mame, e Tours. Aotre am eus bet d’en lakaat e brezoneg Kl. ar Prat.