Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


Ar baotrez a rusias, hag a roas eun taol lagad da Laouig, eat e spered marvat da vro ar stered ; goude-ze e lavaras a vouez izel :

— « Eo, va mamm, bet oun, hag e welet e meus. »

— « Ac’hanta, peseurt liou o deus e vleo ? Melen ? du ? brun ? rus ? eme Yvona, eun tammig berboell… Me n’in ket d’an oferen. Red eo d’in chom ama, abalamour da gerc’hat, pa skoo an hanter-noz, an dour a bare an dersien. »

Tan unan eus ar goulaouennou rousin a zaoulamme :

— « Arabat e vezo d’eoc’h lezel goulaouen ebet da vervel, a lavaras Fanch koz ; hini pe hini ac’hanomp a varvfe dizale. »

— « Daoust hag holl dud kear a zo ama ? » a c’houlennas Mariannig, o neza gant ar c’har eus an deiz kenta ’r bloaz betek an diveza, nemet da zul ha da c’houel, hag an dra-ze abaoue ouspenn hanter kant vloaz a yoa.

Gant he biz e niveras kement hini a yoa en ti, hag e kendalc’has gant he c’haoz :

— « Kata, ar zorserez goz n’ema ket. Mirit n’ez afe da ober tro kear gant he c’har-neza ; kement-se a virfe oc’h hor gwez da roi frouez ! »

Primel n’en doa c’hoaz lavaret netra : setu hen o troi war zu Laouig. Hema a yoa o koms gant ar Floc’h, ar bombarder.

— « Petra c’hoarvez ganez, Laouig ? emezan. Ganet out pemzek vloaz a zo, dres da genver an deiz-ma ; ha da dad e-unan eo a gasas ac’hanout d’an iliz evit beza badezet. Ma, lavaret a rafed ez out deuet er bed er falla dervez pe nozvez eus miz du !… »

An den yaouank a hejas e benn hag a lavaras didroidel :

— « Petra c’hoarvez ganen, kamalad Primel, emezan. Sonjal a ran ez eus dre ar bed kalz tud eürus, o deus kement a c’hoantaont ; hag ez eus ivez kalz tud paour nemet re vec’hiet dindan ar poaniou a bep seurt, hag a zo red mat d’ezo dioueret kalz traou ezom bras anezo koulskoude.

— « Eus petra ec’h eus-te da glemm ? »

— « Gwir eo, eme Laouig o plega e benn, eus petra e klemfen ? Daoust ha nem eus ket tud, ti, bara, madou hag amzer da zont dirazon, me, emzivad, savet diwar ar garantez ?… me hag a c’hede… »

— « A c’hede petra, Laouig ? »

— « Netra evidon, pep tra evit ar re all ! Me garfe lenn mat e pep seurt yezou, lenn koulz hag an Tad Gwenole ; eveltan, me garfe gellout skriva e lizerennou aour Aviel hon Ao. Jezuz-Krist… Me garfe gouzout kement tra a zesk ar venec’h er c’heariou d’eun niver bras a vugaligou eus va oad… En eur ger, aotronez Primel

3.