sellit, kaout a ra d’ezan ema tostoc’h d’ar re-ze eget d’ar re veo, ar c’heaz koz ! chomet warlerc’h kement a reou-all eus e oad ! Hag e rankfe dilezelanezo brema ? Ober eur vuez egiz-all goude kement ha kement all a vloaveziou henvel ?
Tra ! tra ! n’eo ket d’an oad-ze eo e teuer da gemeret plegou nevez ! Mes neuze, petra deuio eta da veza ?… Hag ar paour kez koz a zave zellou nec’het etrezek ar C’hrist mogedet a asten e ziwreac’h war mantel ar siminal.
— « O Aotrou ! Aotrou ! emezan, kemerit ac’hanon. N’emaon mui em bro war an douar ! Kemerit ac’hanon ganeoc’h ! Labouret am eus keit ha m’am beus gellet, ha brema me a c’houlen ouzoc’h gopra ac’hanon. Ho pezet truez ouz Yann goza ranno e galon gant ar c’hlac’har mar bez red d’ezan chom da zellet ouz re-all oc’h ober e labour ; ô lezit ac’hanon da vont da gaout va mignoned koz ! Den n’en deus mui ezom ac’hanon-me war an douar-ma p’eo gwir n’hellan ken na bezia ar re varo, na kempen an aoteriou, na lakaat ar meaziou da dregern gant bole ar c’hleier…
Ha setu en eun taol Yann o chom krenn a-zav gant e gaoz ; deuet oa sonj d’ezan ez oa ’r mare da vont da zini glazou an Anaon. Dont a reas ive en e spered ar c’homzou en doa lavaret d’ezan an aotrou person goude gousperou, oc’h e welet ker feaz : — « It da c’hourvez, Yann, unan-all a raio ho labour fenoz. » Unan-all da zini ar c’hleier evitan ? O nan avat, an dra-ze biken, evit keit ha ma vezo eur veraden wad en e wazied ! Biken ne lezo unan-all da gregi er gorden a laka bole er chloc’h bras hag er c’hloc’h bihan. E gleier ! o c’haret a rea muioc’h zoken eget e iliz, e wered ! Daoust ha n’oant ket beo ? ha n’o doa-hi ket eur vouez, koulz lavaret eun ene, hag a gemere perz e levenez hag e tristidigez an holl ?… Dieas e vije bet d’ezan lavaret pehini anezo o daou e karie ar muia, pe ar c’hloc’h bras, ar c’hloc’h kaër-ze a oe badezet warlene gant lidou kel laouen ! Gwisket oa bet d’ezan eur zaë dantelez gwenn eus ar fina, ar pez a rea d’ezan beza henvel en eun doare bennak ouz eur vagaden ; hag an dra-ma, klevit, a roas tro d’ar zakrist koz da c’hoarzin e walc’h. O pegement e kare Yann e zon arc’hantet, henvel ouz c’hoarz eur bugelig. Evitan, Yann en doa eur garantez a dad koz, karantez leun a deneridigez. Ar c’hloc’h bihan a yoa evitan eur mignon koz ; digas a rea sonj d’ezan eus e bask kenta, p’edo en e wasa bole evit prosesion ar vugale ; hema eo ivez an hini a skoas evit tremenvan e holl dud ; setu perak oa e vouez evitan evel eun hekleo eus an amzer gwechall. Ha neuze, sellit, Yann a gomze ouz e gleier evel pa vijent bet speredet d’e zelaou ; evit gwir, ar wirionez a rank beza lavaret, gouzout a rea lakaat anezo da gana evel ma karie, evel ma