c’hoantea ; e wiziegez war-gement-se a yoa dispar. Ha setu perak morse ne vije bet fellet dezan lezel unan-all da ober e labour.
Ha neuze, piou oar ? Marteze o divije nac’het senti ouz daouarn estren ! Kustum evel ma’z oant abaoue kement a vloaveziou da zenti ouz an hevelep mestr, ouz Yann goz ar C’hloc’her…
Erru oa an noz ; ha setu eun tammig nerz o tont d’ezan adarre en eun taol ; lijer oa e dreid zoken o treuzi ar vered deuet da veza evel eul liorz leun a vokedou ; plijadur a rea d’ezan gwelet n’oa ket ankounac’heat ar « re goz. » Mont a eure en iliz leun a denvalijen serr-noz. Goulaouen ebet war elum en iliz, nemet stereden nig rus an tabernakl. Mont a reas tre d’an neac’h, betek korden ar c’hleier ; kraenchat a reas en e zaouarn, hag e seblantas d’ezan beza yaouankeat evel eur paotr a ugent vloaz.
— « Alo, keaz koz, emezan d’ezan e-unan, setu e vezo red labourat ; kalet eo kement-se d’hon oad, mes petra dalv klemm ? » Hag e lavaras o farsal :
— « Te avat, va faotr, emezan d’ar c’hloc’h, ne c’houlennez nemet nijal, n’eo ket gwir, pennig skanv ? »
Ar c’heaz koz a reas eur jachaden war ar gorden, a zaoublegas war e voutou, hag ar c’hleier da zenti kerkent ouz ar vouez anavezet hag o kana en o neiz.
Nag e kanent brao en noz-se ! Pegement e vijed douget da anzav o doa eun ene ! Hag e gwirionez, eun ene o doa, ene Yann a-bez a yoa eat enno. A-wechou e seblantent beza evel mouez eur vamm o luskellat he c’hrouadur ; a wechou-all ar vouez a grenvae betek dont da veza evel eur c’hlemm garo ; hag ar vouez a zave, a zave atao uhelloc’h uhella, betek an nenv, nan mui evit koms a dristidigez hag a varo, mes evit kana ar vuez, ar fizianz kristen, an eürusted peurbadus hag ar weladen da viken. Hag ar vouez en em stleje, a nije war ar meaz, a gear da gear, betek ar penn pella eus ar barrez, o kas d’an holl ar zonj eus an Anaon kez o c’hedal zikour pedennou ar re veo evit beza diboaniet.
Koulskoude Yann a jache atao war gorden e gleier, ar c’houezen o pizenna war e dal ; skrijadennou skournet a rede dre e wazied paour ; hogen, eun nerz nevez a deue d’ezan, ha ne zante nep skouisder.
E zaoulagad a yoa d’an uhel o para war neiz ar c’hleier, ha Yann a wele brema e holl gerent, e vignoned koz, ar re holl o doa roet o c’horf d’ar vered da ziskouiza e skeud an iliz. Tremen a reant dirazan oc’h hen alia da vont ganto. Digor frank gantan e vrennikennou, Yann a zelle outo o vont e-biou d’ezan, dre an den-