An ilizou a zo deuet da veza tra ar gouarnamant, abaoue lezen an disparti. Evel-se e lavar, da vihana. Hogen, an ilizou, hep mar, a zo d’ar re o deus o savet. Ha piou eo ar re o deus savet an ilizou, nemet hon tud koz, o bugale, ha ni, warlerc’h hon tadou ?…
Mennoz ar gouarnamant oa digeri an ilizou d’an ebatou, d’an dansou, d’ar c’hoariou, da lidou protestanted, yudevien ha franmasoned, an eil warlerc’h egile, dioc’h ma vije goulennet. Allaz ! digoret eo bet o daoulagad da ganfarded Pariz, p’o deus gwelet pebez enebiez a zo bet great d’e vevelien eat dre ar parreziou da ober an invantoriou. Petra c’hoarvezfe eta ma falvezfe d’ezan o zerra ?… N’hell ket eta mont d’ezo holl war eun dro, daoust d’e c’hoant direiz. Mes, neuze, a leverot, e lezo an ilizou e peoc’h, da vihana? Tamm ebet. Ar gouarnamant a zo deuet da veza perc’hen da holl ilizou Frans. D’ezan eo eta ober ar pez a zo red evit miret outo da vont da fall, evit miret outo da goueza en o foull. — Hag her gray ! eme veur a hini. — Her gray, a livirit ? anat eo, tud keiz, n’anavezit ket kalon an dud diaoulek-se ; anat eo n’ouzoc’h ket pegen founnus eo ar gasoni a zo o vaga ar franmasoned enep an Iliz santel, savet hag harpet war Jezuz-Krist… Ar gouarnamant a aozo an ilizou ? A ! va zud kez, ne lennit ket ar c’hazetennou, panefe-ze e welfec’h e lez anezo da vont da fall, ha neuze e lavar teuler anezo d’an traon. — O ! eme c’houi, re a livirit aze ! — Tamm ebet ! Setu ama ar pez a zo en em gavet en eur barrez eus eskopti Sens. Ar memes tra, evit doare a c’hoarvez e meur a hini-all, ama hag a-hont, dre bevar c’horn ar vro.
Er barrez se eta ez oa eun iliz koz, eun iliz eus ar re gaera, eun dudi gwelet peger kizellet oa bet en amzeriou a feiz. Hogen, dre na falveze ket da guzuilherien ar gomun ober tamm adnevezi ebet war he zro, an iliz a zoa deuet da veza fall.
Deuet oa an heur ma ranked aoza pe dilezel ar paour kez iliz.