An aotrou Person a ginnigas daou vil lur destumet gwenneg dre wenneg e touez e barresioniz. Goulen a reas digant kuzuilh ar gomun nevezi an doen. Hogen, ar mear, war ali ar mestr skol, ne lavaras grik ebet d’e guzuilherien, ha ne fellas d’ezan nag ober na lavaret netra, abarz gwelet eun « architekt ». Galvet e oe unan. Hogen, ar pez a dlie c’hoarvezout a c’noarvezas. Kerkent ha ma ’z eas en iliz, e lavaras e ranked he diskara. D’ar 15 a viz mae 1902, e kasas d’anti-kear e ali lakeat dre skrid.
Easoc’h oa brema d’ar mear sevel en e zav dirak ar guzuilherien, d’an 19 eus ar memes miz, evit lavaret d’ezo e ranked serra an iliz, da c’hedal he zeuler d’an traon. Gwelet a rit, Bretoned, va c’henvroïz ker, n’eo ket diesoc’h eget an dra-ze… N’em eus ket ezom da lavaret d’eoc’h e oe kavet mat ali an Aotrou Mear !
— Deomp d’ezi gant petrol pe gant poultr min ! a lavaras unan.
An ali kaset da Bariz ha da Aoser a oe kavet dispar gant ar Gouarnamant ha gant ar prefed.
Daoust n’oa ket bet lakeat an taboulin da ober tro-kear evit embann ar c’helou edo an iliz o vont d’an traon, unan bennak a glevas, hag a reas eul lizer d’ar prefed da c’houlen truez evit an iliz kondaonet d’ar maro abalamour d’he c’hozni. Al lizer a yeas a zourn-da-zourn, a di da di, hag a oe dizale goloet a hanoiou. Ennan e lavared n’oa netra ken nemet an doen a gement en divije ezom da veza adnevezet, oa gouest ar mogeriou da badout c’hoaz meur a gant vloaz. Kinnig a reant-i ive mil lur d’ar gomun evit roi dourn da baea ar mizou. Hag evit echui, e peded ar prefed da zigemeret doujanz ar barresioniz.
Talvezout a rea ar boan ober kudou da dud evel-se !… Ar prefed, na petra ’ta, ne reas van eus al lizer-ze. Daoust hag ar gouarnamant a ra forz eus santimanchou eur barrez ? Ar vinistred a lavar eun dra, hag ar prefeded, o mevelien, n’o deus tra da ober nemet bale dillo… gant an hent merket d’ezo… e Pariz ! Teuler evez ouz eun « toull el leac’h ma vez prezeget ar c’hredennou diskiant, ar gaou hag an diouiziegez ? evel a skrive ar gazeten l’Yonne… Alo ’ta !…
Setu eta ar mear, an Aotrou Mear, oc’h en em glevet gant an antrepreneur evit freuza an iliz. Rei a reer ali da fablig Sant Maoris — ar barrez edo warni an iliz goant, bet iliz parrez gwechall — da gemeret an arrebeuri. Ha p’en doa an Aotrou Person tennet an hanter anezo ermeaz, e oe gwelet ar mear, ar sitoian Gallet, o tont da lavaret chom a-zav : ar pez a jome en iliz, emezan, a zoa d’ar gomun !!!… Setu eno lezennou !…