c’hein muioc’h c’hoaz warzu an douar… Hir eo an hent dirazo, peorien gez, ha dre ma’z eont e reont ive bep seurt sonjezonou. Klask a reont gouzout perak eo tec’het al leanezed, perak int bet taolet er-meaz gant an dud fallakr, ha perak eo o buez d’ezo, peorien reuzeudik, a zo brema kaletoc’h ha krisoc’h…
Mervel a raint, paour kez kozidi, e foz an hent bras, el leac’h na vo ket eur c’hristen da ober eur zell outo ; an tiez benniget dalc’het digor gant ar C’hoarezed karantezus ne vezint mui aze evit o digemeret ha kemeret preder ganto… Hag ar c’homzou diveza a glevint ne vezint ket komzou da zousaat…
Ha neuze, o welet kement all a boaniou c’houekeat gwechall, hag hizio dilezet hep truez, ni c’hello daoulina evit lavaret do Zoue :
« Aotrou Doue ! c’houi zo bras ho madelez, taolit eur zell war hor bro baour !… Roit d’eomp adarre ar re a rea kement a vad en hoc’h hano… Ho pezet truez ouzomp, hervez ho trugarez hep muzul ! »