Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —


Laouen dre ma c’houie e rea vad ha plijadur, ar C’hoar a yea neuze d’an arbel koad gwenn el leac’h ma kloze he madou… Petra oa ar madou-ze ? Eun toullad buredou, gwestou, renkennet kaēr, louzeier enno evit parea pe wellaat pep seurt klenvejou.

— « Dalit, emezi, kasit an dra-ze ganeoc’h ; n’eo ket me a ro, an aotrou Doue eo… Gouzout a rit penaos e vez paeet an aotrou Doue ?… gant eur bedennig great a greiz kalon… »

Hag ar mammou a zistroe laouen d’ar gear, kuzet mat o louzeier ganto en o godellou ; hep ar C’hoar vat, siouaz ! penaos o divije gellet prena louzeier hep kemeret war ezomou an tiegez a hend-all ?… Mar tigoueze d’ezo gwelet ar C’hoar eun nebeut derveziou goude, e tiskouezent d’ezi o eledigou yac’h-pesk adarre :

— « Sellit ouz e viz, va C’hoar ; pare mat eo ! »

— « Daou zant a zo diouanet d’ezan ; reiz eo brema. »

— « Ker sklear eo e zaoulagad evel ho re, va C’hoar ! »

Hag ar C’hoar he doa bet truez ouz enkrez ar mammou a zeue d’en em laouennaat ganto ; mont a rea buhan endro, goude beza lakeat eur pok c’houek war dal ar c’hrouadur : poaniou-all a yoa da zousaat e tiez paour ar geriaden.

… Ar merc’hed koz, ar gwazed, an dud vac’hagnet, ar re a yoa o-unan en o ziez, a deue d’ar gouent da domma o c’halon, abaoue keit amzer ma n’en doa den sonj da veza gwelet al Leanezed o tont di.

Hogen, echu eo an traou-ze holl… serret klos eo an nor… Eul lezen gris ha disleal he deus dismantret kement vad a yoa er vro… Deuet eo bet ar zoudarded da vouta er-meaz eus an ti-ze al leanezed a yoa en o feadra, evel m’eo hon tiez d’eomp-ni. Ha perak ?… Abalamour hepken da zenti ouz al lezen, evel ma c’hello houma varc’hoaz lakaat ac’hanomp-ni er-meaz eus hon re, hag o gwerza evitan.

Ar C’hoarezed kez n’hellent netra enep an arme… hag ez int eat kuit an daelou en o daoulagad, dre ma welent ne vije den war o lerc’h da frealzi an dud klanv.

Chom a read da zellet outo o vont d’an harlu dre strejou ar geriaden, hag e lavaret d’ezo eur c’henavo diveza, rak mont a reant hep distro.

En aner eo e teu abaoue an dremenidi, ar re n’o deus mui den ebet da druezi ouz o stad, da skei war dor ar gouent. A-wechou e teuont eus pell, o kredi e roer atao souben eno d’ar paour… Kaer o deus gervel, kaer o deus chacha war gorden ar c’hloc’h, den na respont d’ezo ; hag ez eont ac’hano rannet, o c’halon, pleget o