Eun nebeudig heuriou goude, unan eus skrivanierien an alvokad a oe kaset da di ar c’higer gant eur paper a lavare en doa ar c’higer pevar skoed ha dek gwenned da baea evit an ali oa bet er vintinvez-se o c’houlen digant an alvokad. An dek gwennek a yoa d’ar paotr, evit paea an amzer implijet oc’h ober ar gefridi…
Eun eskob nevez a deue evit an dro genta abaoue m’oa bet sakret da ober eur bale d’e barrez.
Keariz a fellas d’ezo ober eun digemer dispar d’o c’henvroad, ha setu ma oe divizet sevel eun tantad a zoare war al leur-gear. An Aotrou ’n Eskob e-unan a oe pedet da lakaat an tan er bern.
Hogen, pa ginnigas an Ao. Mear d’ezan ar vozad traou war elum da dana ar bern, an Ao. ’n Eskob a c’houlennas : « Ped fagoden a zo eat da ober ar bern-ma ?
— » Diou c’hant, pe diou c’hant hanter, Ao. ’n Eskob.
— » Ha ped tiegez paour, Ao. Mear, a c’hell beza war douar ho komun ?
— » Eur c’hant marteze, eme hema.
— » Mat ! eme an Ao. ’n Eskob adarre, goulen a ran ouzoc’h ranna ar c’heuneud-ma etrezo, hag e vezo evel-se kant tantad eleac’h unan. »
Ar c’heuneud berniet evit ar gouel a oe rannet etre an dud ezommek, hag a dalvezas da domma izili ar re glanv hag ar re goz ha da bourchas prejou ar vicherourien.
An holl a gavas mat dreist ar zonj karantezus en doa bet an Ao. ’n Eskob, ha ne oe nemet eur vouez evit e veuli.
Eur plac’h yaouank bet o kas leaz da Vrest a deue d’ar gear war he fouezig, azezet en he c’har, pa en em gavas gant eur beachour hag a lavaras d’ezi gant eur vouez truezus : « Skuis maro oun, va merc’h ; mar ho pefe ar vadelez d’am c’has betek ar vourc’h tosta, e rafec’h d’in eur vad dispar ! »
Katellig he doa kalon eün, ha setu perak e krede kaout da ober gant eur baleer ordinal, a yoa pe skuis pe klanv. Lavaret a reas d’ezan eta sevel er c’har ; hogen ne zaleas ket da zivinout ez oa en e vruched eur maread kountilli ha pistolennou ; al laer koulskoude a gave d’ezan beza kuzet mat anezo.
Edod o vont da dremen dre eul leac’h distro, hag eno e vije eas d’al laer ober e labour e kuz, gant ma raje difre. Ar plac’h