Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

yaouank a welas kement se ive, ha… ne gollas ket e fenn. Setu hi o stoui, da ober neuz da glask eun dra bennak en eur c’hoz paner. Houma a ruilhas war an hent, pa oa great d’ezi mont.

Hag e lavaras d’he den : « Mar pefe ar vadelez, va den mat, da zisken da gerc’hat d’in ar baner a zo o nevez koueza aze d’an douar ! N’hellan ket diskregi eus al loen ! »

Ar paotr ne lavaras ger, an darvoud na blije ket d’ezan ; disken a reas evelato, hag hen d’an daoulamm warlerc’h ar baner villiget, eun ugent kammed bennak ac’hano.

Ar goueriadez na c’hede ken nemet an dra-ze. Setu hi eta da c’hoari gant he skourjez oc’h kosteziou al loen evit ober d’ezan tec’het prim ac’hano.

Al laer eo a oe tapet en dro-ze.


V. — Evit deski hent an Nenv


Ar Pologn a zo eur paour kez bro bet dispennet meur a wech hag a zo rannet hizio etre rouanteleziou ar Rusi, an Aotrich hag an Almagn. Great zo bet brezel d’ar Poloniz, hag e reer bepred en deün, abalamour ma talc’hont start d’o feiz ha d’o yez. Er bloaveziou diveza-ma. ar c’hazetennou o deus digaset d’eomp ar c’helou ez oa e Pologn an Almagn mistri-skol kris hag a verzerie ar vugale abalamour ne felle d’ezo e priz ebet ehana da zeski o c’hatekiz ha da lavaret o fedennou er yez polonek, yez o bro reuzeudik. Pebeus skouer evit ar Vretoned ! Nag a hini en hon touez hag a zo mall ganto dilezel kement tra a zigase sonj d’ezo eus o Mamm-Vro Breiz Izel ! Diouallomp, kristenien, hor c’hiziou ken dereat, hor yez koz (ar brezoneg), breur d’ar Feiz en hor Bro…

D’am ampoent ma tremen ar pez ez an da gonta e rene er Pologn eur goanvez eus ar re grisa, ken yen oa an amzer, ma krede pep unan oa chom e kichen an tan ar pez en doa a wella da ober ; kement-se a zeblante beza gwir evit ar vugale dreist oll. Gwelet e oe koulskoude eun toullad bugale o treuzi eur blenen goloet gant eur gwiskad erc’h, treid noaz, gwisket fall, o vont d’ar skol gatekiz.

An hini bihanna a zeblante gouzanv ar verzerenti, krena rea gant ar riou hag e zent a strake en e benn. Setu perak e klaskas unan eus ar baotred ober d’ezan distrei d’ar gear da domma. Hema avat a respontas gant eun nerz-kalon meurbed d’in da veza meulet : « Ha goude ma teufe va zreid da skourna ouzin, petra ra ze ? ma teuan dre eno da zeski kaout an hent da vont d’an Nenv ! »