Eur paotr yaouank koz hag en devoa great e Zoue eus e arc’hant a yeas eun dervez d’en em glemm evelenn ouz e amezeg :
— « Nag ez oun-me reuzeudik !… Setu ma vezo red d’in hiviziken mont da glask va bara !… En noz-ma, klevit, eo bet al laer em liorzig hag en deuz kaset gantan an toullad arc’hant em boa kuzet eno, ha petra em beus kave eleac’h va feadra ?… Eur mean !… »
— « Petra ra d’eoc’h en em jala kement-se, a lavaras an amezeg ; p’eogwir n’ho pije great netra gant ho pern aour, n’hoc’h euz nemet ober evel pa ve ar mean-ze ho tenzor, ne viot ket paouroc’h ! »
— « Penaos ! Penaos ! Petra livirit aze ? eme an touzer mein ; ma ne vezan me ket paouroc’h, unan all a vezo pinvidikoc’h !!! »
— « A ! gwelet a ran brema petra eo, a lavaras an amezeg ; mat eo ! mat eo ! Torrit ho penn kement ha ma karot, mar kavit eno ho plijadur ; evidon-me n’em eus mui netra da lavaret d’eoc’h. »
Hag e reas eun dro war e zeuliou.
Eur c’higer a yeas da di eun alvokad.
— « Aotrou, emezan, me garfe gouzout hag hen e c’heller goulen digoll evit ar gaou en deus great eur c’hi em stal.
— « A dra zur ! Leal eo.
— « Mat, eme ar c’higer, neuze ho peus da baea d’in daouzek lur, rak ho ki eo en deus torret d’in eur weren ha kaset gantan eur gosten leue. »
An alvokad a baeas dioc’htu hep klemm an disterra.