Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

prez bras warzu al leac’h a zeblante d’ezi e teue ar c’hlemm dioutan. Digouezout a ra war bordig eun toull bras ; he mab a zo aze, mes n’her gouel ket.

Ar bugel deuet da nec’hi o sellet oc’h e c’havrig a yea en em lakeat da glask bokedou. Gwelet en doa unan oc’h kostez an islonk hag en doa bet c’hoant d’hen tapout. Hogen, riskla reas, hag e ruilhas. N’ez eas ket d’ar goueled evelato, chom a reas a-dreuz war eur skour, a-hed dek pe zaouzek troatad dioc’h an douar.

Kousket oa, pe da vihana moredi a rea pa zigouezas e vamm, ar paotr paour ! war var da bep mare da ziruilh ac’hano.

Petra raio ar vamm gez ? Petra c’hellfe-hi ober evit hen tenna ac’hano ? Netra, siouaz !… Mont da glask tud da roi dourn ? An tiez a zo re bell ; ha neuze, epad an amzer ze ar bugel a deuje marteze d’en em roi da gousket, ober gwall huvreou, hag eur skrijaden hepken, hi her gouie, a yoa peadra d’hen koll.

Karantez eur vamm n’ema ket pell o kroui eun dra nevez bennak, dreist-oll pema he frouez e riskl da goll e vuez. Ar pez a yoa red a grenn, war he meno, oa miret outan d’en em roi da gousket, ha neuze, kerkent ha goulou-deiz antronoz, e raje eur galv d’ar falc’herien pa dremenjent evit mont d’o dervez.

Koueza reas d’an daoulin e kichenik an islonk, hag o veza lavaret mat d’he mab kana ganti, setu hi o kregi da gana soniou ha gwerziou an noz-veilh He mouez, krenerez, ker spontet oa, a veule madelez an aotrou Doue ha skoazel galloudus Intron-Varia-’r-Folgoat ; hag ar bugel paour astennet atao war e skour bresk a-uz d’an toull dour a adkane war he lerc’h meuleudiou Jezuz ha Mari. Darbet e oe d’ezan meur a wech beza trec’het gant ar c’hoant kousket ; e vouez neuze a deue da veza izel, goloet, betek zoken ne glevet mui kouls lavaret ar c’homzou santel. Ar goueriadez neuze a bede, a aspede he mab en doare ma :

— « Va bugel paour, va mab ker, arabat eo d’it kousket ! Kan, kan c’hoaz, kan hep paouez, ken na darzo an deiz ! »

Hag ar bugel a rea adarre eur c’hrogad kana.

Tremen a reas an noz, hag an deiz a c’houlaouas ; evel m’he devoa lavaret ar vamm outi he-unan, ar falc’herien o vont d’o dervez a deuas da denna ar bugel eus e stad reuzeudik, hag ar vamm a lakaas war dal he mab eur pok c’houekoc’h eget biskoaz !…


————