Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Nezerez ar folgoat


————


E parrez ar Folgoat ez oa gwechal eun intanvez baour ha n’he devoa ken madou nemet eur mab, eur paotrig seiz pe eiz bloaz, eun ti-soul hag eur c’havrig.

Bemdez goude lein ez ea ar paotr da gas e c’havrig da beuri, hag e chome ganti betek serr-noz. Ar vamm n’ez ea ket eus ar gear ; tremen a rea he holl amzer o neza ; dre ma’z ea he inkin en dro e kemere plijadur o kana gwerziou ha soniou Breiz-Izel, hag e kave berr an amzer.

Hogen, setu, eun abardaevez, ar c’havrig o tont d’ar gear he-unanik. Gwelit pebeus enkrez, pebeus nec’hamant a zavas e kalon an intanvez ! Nag a huvreou tenval a reas spered ar vesiadez gez ! An holl risklou a c’helle he faotr kaout war an hent, ar vamm c’hlac’haret o gwelas war eun dro ; ya, gwelet a reas ar bleizi a c’helle beza taget anezan ; pe kouezet oa marteze en eur vengleuz bennak, el leac’h en doa torret e c’houzoug, ar paour kez paotr ! En eur ger, sonjal a reas en holl darvoudou a deu e spered an den pa na zigouez ket e poent an hini edod war c’hed anezan.

Ne jomas ket pell da varc’hata. Hag hi ha mont dre an henchou da glask roudou he mab, he c’harantez, he buez zoken. Trei ha distrei a eure dre gement leac’h ma c’houie ez oa kustum he faotr da vonet. Hopal a rea a dreuz he daelou ; lavaret hag aslavaret a reas kant ha kant gwech an hano a yoa evel mel d’he muzellou hag an dudiusa muzik d’he diskouarn. Edo erru an noz pa glevas evel eur glemmaden zinerz. Hag ar vamm o vont gant