Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

rea ez oa eat d’e labour evel kustum. Hogen, abars m’he doa kavet digarez ebet edo an tad en he c’hichen, hag e starde anezi gant karantez war e galon ; daelou puilh a zirede eus e zaoulagad.

Netra n’en deus muioc’h a c’halloud war eur galon eget an daelou-ze a levenez skuilhet gant eur gwaz.

— « O ! pegen eürus e vije da vamm hizio oc’h da welet en doare-ze ! Red eo e vefac’h eur vaouez vat elevato, amezegez !… It atao, goustadik ; ne vezin ket pell o wiska va chupen, hag ez in d’hoc’h heul. »

En iliz-se leun a c’houez vat, a vokedou hag a c’houlou, ne oe en deiz-se plac’h ebet eürusoc’h eget Nanna, merc’h ar Breton dizroet ganti da Iliz ha da feiz e dadou koz.



————