rien vras ; ar varc’hadourien, war gorf o roched c’hoaz, a zigore o staliou ; ar werzerezed leaz a lede o fodouigou tougn e-harz ar gwez ; bandennadou devezourien a dremene oc’h heja o diwreac’h, eur podig leun a rata pe a zouben ganto a-benn meren ; diskouez a reant eur plac’hig yaouank gwisket oll e gwenn hag a dreuze an hent. « Hizio ema Pask ar vugale, » eme unan.
— « Ar baotrez koant ne vezo ket divezat, » a lavar unan-all. Mat e ra ! ar c’haera dervez eo eus ar vuez, ha n’oufe ket beza re hir ! »
Yann-Mari a yoa azezet ouz eun daol, dirak eun tamm hostaliri, oc’h eva eazen fresk ar beure, Klevet mat a reas ar c’homzou-ma. Dizale e welas o tremen diou baotrez-all gwisket i ve e gwenn ha koantik koant dindan o gouel mouselin, al levenez, ar glanded, ar zantelez o para wer o dremmou ; dont a reas kalz reou-all warlerc’h. Yann avat n’hellas ket kas eus e benn ar zonj eus ar Pask kenta.
« Nanna, kredabl, a vije bet laouen hizio gant eur wiskamant evel-se !… Bah ! m’he c’haso da Zant-Ouen, d’an Tri-bez-kanol », evit n’he devezo ket re a boan spered ; eno e kavo friko ar pez a garo ».
— « Sell ! Kerdrazen !… a hopas en eun taol daou vicherour gant o dilhad sul, o tont davetan. Asa, paotr paour, n’ec’h eus ket da zilhad kempenn ? Dre va feiz ! poent eo d’it finval, ha zoken, n’ouzomp ket ha ne vezo ket leun zac’h an iliz pa zigouezi… N’ouzout ket peger bihanik eo ? Ar re ne vezomt ket enni eun hanter-hur a-raok o deus da gaout aon da rankout chom er-meaz ! »
— « Terri a rit d’in va fenn ! »
An daou zen a jomas alvaoet da zellet an eil ouz egile.
— « Penaos ’ta, n’ez eez ket gant da verc’h ? »
— « Gouzout mat a rit, mechans, emezan gant ruster ; n’eo ket bet darbet d’in beza a du gant ar veleien, hag an diotachou-ze… »
— « A ! peoc’h avat, mar plij, va faotr !… An diotachou-ze a zo kouls d’it ha d’ar re-all. Emaon o nevez gwelet da verc’h gwisket e gwenn o sanka eur spilhen e gouel va hini-me. »
— « Brao eo d’it… » Ha war gement-se Yann-Mari a jomas digor e c’hinou, e zaoulagad o para war eur baotrez e gwenn a deue warzu ennan o koms gant eur vignonez d’ezi.
— « Petra ’n tanfoultr !… Asa, trei a ra va fenn war an tu gin en de-ma ; hi eo, m’hen tou ! ya, ya, Nanna eo !… »
Nanna oa zur, kaer evel eur werc’hez, eürus evel eun eal !
Ar baotrez kez a jenchas liou pa welas he zad ; kredi [a]