a gouske sioulik war ar meaz, e gwered ar barrez, dindan ar raden seac’h leun a c’houez vat, el leac’h ma teu ar gwenan da voudal ; gwelet a rea adarre an dervez kaer ma timezas d’eur goueriadez, eveltan eus Breiz-Izel, hag he doa aon bras rak Pariz. An aotrou Person. dreist-oll, ne felle ket d’ezan ez aje di ; ya, mes ar veleien a wel re stris, gouzout mat a reer kement-se ; klevet freas en doa penaos edo an traou e Pariz, n’en doa ket ezom eta eus aliou ar veleien.
Ha brema, n’anaveze beleg ebet : evit gwir, bez ez oa du-ze eun ilizig, er penn pella, tostik d’ar ster vras (ar Seine) ; he gwelet en doa eun dervez, o vont da heul e wreg sammet gant eur c’hlenved peultrin. Hogen, ker pell edo, ma na fellas ket d’ezan kas e verc’h di evit ar c’hatekismou, ha, dre va c’horn tounm ! n’oa ket nebeutoc’h koant evit an dra ze !
Ar baotrez kez, hi avat, a gave dies chom hep ober he fask kenta ; hogen, prena reas ar skiant hervez ar peza wele dalc’hmat dirak he daoulagad, hag abaoue meur a viz ne lavare mui ger war gement-se.
An dra-ma n’oa ket eun taol kaer a berz an tad ; ar re goz ne vijent ket laouen o klevet e zoareou.
Hogen, e peleac’h edo ar re goz-se ?… Ha neuze, hep gou zout na penaos na perak, Yann-Mari a zavas e benn : a zioutan ez oa eur prenestr hep ridoj. Ar Breizad a jomas pell da zellet. Glas kaer oa an nenvou, hag ar stered en tu enep d’an heol a varve goustadik Klevet a reas eur c’hloc’h er pellder o skeitaoliou an Angelus ; ar micherour a zelaouas anezan gant evez, evel pa viche hini e vro, e barrez eus Breiz-Izel, hag e santas e galon o lammat d’e c’houzoug.
« Diotachou ! » emezan ; hag hen da beur-wiska e zilhad.
« Nanna !… Nanna !… » Pa na responte den d’ezan, Yann a zigoras dor ar gegin, el leac’h ma kouske ar baotrez vihan. Pep tra a yoa en urz, hag ar gwele aozet mat. Gwelet a eure zoken e bred d’ezan oc’h e c’hortoz, ar pez hen lakeas da zonjal edo c’hoaz war yun.
« Eat eo d’ober eur gefridi, red eo ma ve ! » a lavaras-hen, hag o veza ma teue da inoui, e kemeras eun tamm bara, e lakeas eur skolpad fourmaj warnan, ha d’an traon.
An dud, d’ar poent-se, a yea hag a deue war dachen an Dispac’h ; kirri pounner an ijinerezou a yea ebiou da girri ar bilhaoue-