Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Yann-Mari Kerdrazen
pe ar Breton deuet da veza Parizian


————


D’al lun 23 a viz mae 1892, Yann-Mari Kerdrazen a zihunas divezatoc’h eget kustum. Karget en doa en derc’hent ugent karrad douar evit uhellaat Enezen al Logod, hag, e feac’h, daoust m’oar turier douar eus an tad d’ar mab, an dud a zo tud, hag o diwreac’h n’int ket great gant dir.

Abalamour da ze eo e tihune evit ar wech genta gant an heol, Yann-Mari Kerdrazen, ganet e Pontorson, wardro daout-ugent vloaz a yoa.

« Pemp heur hanter ! » emezan, nec’het bras o sellet oc’h an heurier a yea eus an tad d’ar mab e tiegez ar C’herdrazenned abaoue m’oa kavet an doare da gonta an heuriou.

« Al lun a zo hizio, ar wech genta eo d’in d’hén ober ! »

Hag o veza sonjet evel-se e savas goustadik, oc’h ober eur zell war ar c’halatrez.

Dont a rea an heol warnan oc’h e c’holo eus ar sklerder c’hoek-se a zeblant beza mousc’hoarz an deiz o sevel ; al laboused, nevez digoret ganto o daoulagad, a richane e-touez an deliou o lintra gant gliz an noz ; ha setu Yann-Mari o lakaat e spered da zonjal.

Hag e petra e c’hell sonjal eur micherour ? nemet en e zerveziou labour, ken henvel, ken disliv, a gouez a hini da hini er vuez peurbadus, hep ma chomfe netra war an tal, hag eur gwenneg bennak er yalc’h. O ! nan da ! hag ouspenn-ze, Yann-Mari a ankounac’hae anaoudeien an dachen labour, ar c’hamaraded, mignoned eun dervez, evit sonjal er re en doa lezet du-ze, e re goz,