c’horfeg, hag a redas buhan eus ar gambr, en aon ne vije beuzet er gwad a deue eus an aneval.
Pa zigouezas an den yaouank en traon oa strafuilhet oll ar watez o welet ar gwad o redet ken teo gant an derezou.
— « Petra zo digouezet ? » emezi ?
— « Lazet ar rounfl ! »
— « Mil bennoz d’an aotrou Doue, ha d’eoc’h ive, den a galon ! » Goude eur pennad Per a lavaras :
— « N’eo ket a-walc’h ; red eo kas al louz ac’halese. »
Hag i ha pignat o daou gant ar goulou.
Ar c’horfeg bras a oe stlapet er meaz d’an anevaled gouez da zibri ; ha goude-ze Per hag ar vatez a yeas da ober bep a gousk, gounezet mat gant an eil hag egile.
Antronoz, Per a lavaras adarre :
« N’eo ket a-walc’h c’hoaz: da rouantelez ar gozed e rankan mont da gerc’hat loren ar vuez ; ha gwasa zo, hentebet na c’houzon. »
— « Bezit dinec’h ! eme neuze ar vatez ; aze ez eus prizonierien deuet deac’h gant ar rounfl koz, hag a zo eus ar vro-ze. Rak ar seiz rouantelez o devoa an droug-kinnig da baea d’ezan.
— « Mat eo neuze avat, eme Ber. Ar re-ze, en eur zistrei d’ar gear, a ziskouezo d’in an hent. »
Pa ’z eas Per da zigeri war ar brizonierien, deuet en derc’hent gant ar rounfl, ha da lavaret d’ezo ar pez a yoa c’hoarvezet, ar re ma ne c’houient dare e peleac’h lammet kement a fouge a yoa enno.
Neuze ez eas ganto en hent.
Pa en em gavchont e kear-benn genta rouantelez ar gozed, ez ejont war eün da gaout ar Roue, hag ar re oa bet saveteet o buez d’ezo gant Per a lavaras d’ar Roue kement a fouge a yoa enno.
Neuze ez eas ganto en hent.
Pa en em gavchont e kear-benn genta rouantelez ar gozed, ez ejont war eün da gaout ar Roue, hag ar re oa bet saveteet o buez d’ezo gant Per a lavaras d’ar Roue kement a yoa c’hoarvezet.
— « Enor d’eoc’h, den yaouank, eme ar Roue ; d’eoc’h-hu hiviziken e paeimp an droug-kinnig. »
— « Tra ! Tra ! eme Ber, na kinnig, na tud. Me zo deuet da gerc’hat loren ar vuez. »
— « N’ema ket em rouantelez, eme ar Roue. Mes me roio