d’eoc’h eul lizer, hag e viot henchet eus an eil rouantelez d’eben. »
Hag evel-se, Per en em gavas mat evelato da goueza.
— « Ya ! eme Roue ar rouantelez edo enni loren ar vuez, ama ema ; dies kenan eo da gaout avat. Hounnez a zo ugent leo e douar an diaoul, ha n’eus ne met eun heur evit ober an dro. E kreiz eur vali ledan ema ar wezen lorvez : n’eus nemet eun delien outi. Red eo pignat er wezen diwar al loan, hag arabat steki en douar e giz ebet, pé emaer pulluc’het !… Da hantez-noz e tigor ar porrastel war ar vali, da eun heur e serr ; ha kerkent ema an tan e pep leac’h. Mar gellit ober ho taol, e viot ar c’henta da veza bet loren ar vuez. Eun dremedal am eus ama, eul loanig skanv : marteze gantan e teuot a benn ! »
Ha Per avat roi kerc’h a-zoare d’an dremedal.
Da hanter-noz nemet pemp edo e-kichen ar porrastel, ha kerkent hag an taol a hanter-noz edo er vali evel eul luc’heden.
N’eo ket bet eun hanter-heur o tigouezout gant ar wezen ; e pign enni evel eur c’haz-koat e tisken war e zremedal, loren burzudus ar vuez gantan.
P’edo dres o vont er meaz eus ar vali edo an tan er pevar c’horn eus bro an diaoul ; ar paour kez dremedal a oe zoken suilhet eun tamm e lost ; hogen, an dra-ze ne viras ket outan da gerzet, ha pemp munut goude edo Per en em gavet er gear-benn.
C’hoant a oe d’e zerc’hel eno, mes mall en doa da zizrei : mont a eure da welet matez ar rounfl, hag eno e chomas eiz dervez da ziskouiza.
— « Mall eo d’in, eme Ber, mont da gaout va faeron, en aon c’hoaz ne ve maro pa zigouesfen ; mes a-benn teir zizun me denio en dro, pe a zigazo kelou d’it da zont da Bariz. »
— « Ya, eme ar plac’h yaouank, te zo gouest da zimezi gant merc’h roue Pariz ! »
— « O ! ne rin ket, rak n’en deus merc’h ebet. Bez dinec’h, me vezo Roue e Pariz eun deiz a deuio, ha ne ankounac’hain ket ac’hanout ! »
Ha Per kuit.
Ar plac’h yaouank, merc’h roue ar Spagn, a lenvas eur pennad, o welet he zaveteer, deuet da veza he mignon, o vont kuit. Evelato, o sonjal edo tost an taol d’ezi da veza peur-ziboaniet e laouennaas.
Lezomp-i, ha gwelomp Per oc’h en em gaout e Pariz.
Pa zigouezas Per e Pariz, e welas oa trist maro an dud :