Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

gant eur morzol a bemp kant lur warni, hag hen skoi tri daol. Kerkent e teuas eur vatez da zigeri.

Pa welas ar vatez piou oa, e lavaras :

— « It buhan gant hoc’h hent, rak ama ez eus o chom eur rounfl, a zo eat da vro ar gristenien da gerc’hat tud da zibri, ha mar chomit ama e viot lonket gantan. »

— « Daonet, eme Ber, mar choman er meaz e vezin debret ive ; gwell eo ganen enebi ouz eur rounfl eget ouz eul leon. »

Hag hen en ti.

Neuze, hi a lavaras d’ezan penaos oa bet laeret gant ar rounfl (ogre), hag oa merc’h da Roue ar Spagn.

Eur mell pod bras a yoa er gegin, tan dindannan ken e rusie ar siminal.

— « Petra rez eus ar fourn-ze ? » eme Ber.

— « Poazat a ran, emezi, pevarzek den d’ar rounfl… Selaou !… me gav d’in ema o tont ; gwell eo d’it mont da guzat ! »

— « O ! n’ez in ket ! »

Kerkent, boum ! boum ! boum !… hag ar c’horfeg bras en ti.

— « C’houez kristen a glevan !… M’hen debro, mar her c’havan ! »

— « Ya, ya, me zo deuet ama eus perz Roue Bro-C’hall, evit ho saludi ! »

— « A ! ya ?… mat eo neuze… Ro d’ezan e goan da c’hedal. »

Goude-ze Per a oe kaset d’e gambr ; hag evit dont anezi oa red treuzi hini ar rounfl teo.

Kerkent ha m’oa eat hema en e wele ec’h en em roas da roc’had.

— « Asa, eme Ber, ne c’hellin ket kousket gant an ifern-ma ? Bremaik e vezo red d’in gwelet d’ezan ! »

Hag hen kregi en e gleze, ha gant eun taol e tigor an nor war gambr ar rounfl.

An nor o tigori a zihun hema :

— « A ! prenvig douar, petra rez aze ? »

— « Kouezet oun eus va gwele oc’h huvreal ! »

— « Mat, arabat eo d’it huvreal ken, prenvig douar ! »

Ar rounfl en em roas da gousket adarre, ha ne oe ket pell, da roc’had.

Neuze Per a zavas adarre ; ha gant eun taol penn e taolas an nor dreist gwele ar rounfl.

Hema a loc’h buhan eus ar gwele edo ennan en e zeiz pleg, da glask ar prenvig douar. Per, gant e gleze, a faoutas e gov d’ar