gouzout a ra an tu da vaga ha da gempenn ar c’hezeg, e seurt ne c’hoar den ; hag ar vrud anezan a yea e pep leac’h.
Brud vat Per a yeas zoken betek ar Roue, hag e oe lavaret dezan ne c’hellje kaout e nep leac’h den da c’houzout entent kouls ouz e gezeg evel ma c’houie Per.
Hag ar Roue, mar gouie avat, da c’houlen Per.
— « O ! eme e vestr, d’eoc’h-hu, aotrou Roue, her roin ; mes n’her rofen da zen-all ebet. »
— « Mat, eme ar Roue da Ber, deus ganen me ! Paeet gwelloc’h e vezi. »
— « Ya, mes, eme Ber, me en em gav mat ama, ha n’eo ket bet ar c’hiz ganen da jench mestr pa blijan dezan. »
— « O ! eme e vestr, kea, p’eo gwir e fell d’ar Roue kaout ac’hanout. »
— « Mat, eme Ber, war ho ker e zin. »
Hag ez eas.
A laer bras Kongar n’ez oa ket nemeur a fouge ennan o welet Per o tont da vevel da di ar Roue. An dra-ze ne vire ket ouz Per da veza meulet hag anavezet gant an holl evel eur mevel dispar.
E keit-se, ar Roue a gouezas gwall glanv, ha medisin ebet ne aneveze e glenved. Evelato, eun deiz e teuas eur medisin dianveziad hag a lavaras :
— « Hennez a ranker frotta e zaoulagad gant lore ar vuez, hag hounnez a zo en unan eus seiz rouantelez ar gozed. »
Neuze e savas meneg da vont da glask al loren vurzudus. Piou a yelo ? Ha den ne gaved.
Eun dervez e weled skrivet gant Per war doriou ar marchosi, e rus hag e gwenn : « Mont a ran da gerc’hat loren ar vuez, ha mar teuan kuit, va faeron a lakaio Kongar da zibri piz. »
Per, war ar gwella loan eus ar marchosi, a droc’he hent. Pa zigouezas ar pardaez, edo en eur c’hoad ha
« Ne gave na ti nag oz
« Na gwele da gousket en noz. »
E pep tu e kleve al loened gouez o vlejal. « Mat, eme Ber, n’eo ket a-walc’h d’in chom ama, red eo d’in monte begeur wezen da welet ha n’eus ti ebet a-dost. »
Pa bignas e welas ez oa demdost d’ezan eur maner sklerijennet. Neuze e tiskennas hag ez eas d’ar red etrezek an ti e wele goulou ennan. Pa zigouezas gant an ti, e kavas eur mell dor vras