Goude beza bet er skol en Hanveg hag e Montroulez, eo mall d’ezan mont brema da Bariz abalamour d’ezan da zeski dioc’h an armou.
E dad a lavaras d’ezan petra en doa da ober, hag a roas d’ezan ar walen aour.
Mat ! eme Alexandr, deomp,
Kasomp Doue ganeomp,
Lezomp an diaoul war an hent
Da derri mein gant e zent.
Dre vale ha bale e reas hent hep dale ; pa ne gouezer ket n’eus tamm dale o sevel, ha pa gouezer, e kouezer war ar reor an unan ha ne reer droug da zen-all ebet.
Digouezout a eure gant Alexandr, eur paotr-all, al laer bras Kongar.
— « Da beleac’h ez it evel-se a diz ? eme Gongar.
— « D’eul leac’h, eme Alexandr, n’oun bet ennan biskoaz, ha n’ouzoun hent ebet da vont d’ezan… Da welet va faeron ez ani emezan c’hoaz, a zo Roue e Pariz, ha setu ama ar walen a ra, d’ezan va anaout. »
— « Mat, eme Gongar, dao eo d’eomp neuze ober hent a-unan »
— « N’hoc’h eus ket sec’hed ? » eme Alexandr.
— « Feac’h, eme Gongar, ne rafe droug ebet kaout eur banne. »
— « Mat, eme Alexandr, setu ama eur punz. »
— « Diskennit ebars, eme al laer bras, me roi an dourn d’eoc’h da zevel er meaz. »
Alexandr ne wele ket e lakae egile ludu da c’holo e dan, ha geriou flour da guzat e fallagriez. Re yaouank oa evit gouzout e c’helle beza kement-se a yudazerez e kalon eun den ; hag e tiskennas dinec’h er punz.
Kerkent avat e savas eur c’hoari-all.
— « Brema, eme Gongar, ro d’in da walen. Ken na pezo he roet e chomi aze. »
Alexandr a oe souezet a walc’h o klevet kement-se ; evel e wele ne c’hellje biken savetei e vuez hag e walen, e kavas gwell roi houma, evit gellout sevel eus an toull ez oa bac’het (prizoniet) ennan.
Prestik goude e tigouezent o daou e Pariz, ha Kongar, na petra ’ta, a yeas da lez ar Roue, hag eno e oe digemeret brao ha great goueliou kaer en e enor.
Epad an amzer-ze, Alexandr — (greomp Per anezan hiviziken, rak oc’h en em gaout e Pariz Alexandr a jenchas hano) — a yoa paotr marchosi en eun hostaleri. Eur mevel eo eus ar re wella,