Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —


O tibluska avalou douar a-benn koan edod. Ar Roue a zebras mat. Pell a yoa n’en doa debret kouls pred ebet evel ma reas eno ar partatez poazet en dour ha soubet en eur banne leaz, Goude-ze e oe lavaret eur pennad pater hag ar Roue a yeas da c’hourvez war eur guchen golo. Neuze ar c’hwreg en em lakeas da vailhuri he c’hrouadur bihan, a yoa skrivet dindan e vreac’h e lizerennou aour ne vije den evitan de driwac’h vloaz.

— « Ya, eme ar glaouaer, setu aze eur c’hrouadurig ha n’eo ket badezet c’hoaz, ne gavomp ket dalc’herien. »

— « O mat, eme ar Roue, varc’hoaz neuze e vezo badezet. Er maner aze ez eus eun demezel ; livirit d’ezi dont, me va unan a baeo an dispignou. »

Antronoz vintin, ar glaouaer a loc’has abret eus e wele, ha d’ar maner a benn-kar.

— « Petra zo nevez ? » eme an demezel.

— « Petra ? eme ar glaouaer : eun aotrou bras a zo bet em zi o loja hag a fell d’ezan beza paeron d’am mab. Lavaret en deus d’in dont d’ho pedi da zont da veza maeronez ; arabat eo d’eoc’h kaout aon rak an dispign, rak hen a baeo pep tra. » .

— « O ! eme an demezel, mont a rin, ha paea rin va lod zoken. Bremaik ez an dioc’htu. »

Mall he doa ober anaoudegez gant an aotrou bras.

P’en em gavas ar glaouaer er gear en distro eus ar maner, ar Roue a lavaras d’ezan :

— « Mat, selaou ; brema ez i da bedi an holl dud diwardro da zont ember ama da goania. »

Da c’houde lein e oe great ar vadiziant. Eur vadiziant a stok oa hounnez, ar seurt ne vez ket gwelet kalz en Hanveg. Ar paotr a oe han vet Alexandr. Dioc’h an noz an dud a deuas da fest ar vadiziant d’ar c’hoad. Evelato, lod anezo o doa debret o c’hoan a-raok hag, e feac’h, bet o doa keuz goude-ze, rak ez oa bet eur goan n’oa ket fall suna ar mourrennou goude he dibri.

Bez’ ez oa ive

Gwin gwenn, gwin kanari
A lak’ ar merc’hed da c’hoari

Ha goude ze, larideou ha jabadaoiou n’eus fors pegement. Ar Roue, a raok mont kuit a roas d’an tad eur yalc’had aour.

— « Ha brema avat, emezan, e taoloc’h evez mat ouz va filhor. Kasit anezan d’ar skol pa lavaro e vaeronez, ha d’e c’houezek vloaz e tigasot anezan da Bariz. Me eo Roue Bro-C’hall, ha setu eur walen a root d’ezan da zont hag a rai d’in hen anaout. »

C’houezek vloaz eo ar mab,