Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Glaouer koad ar C’hranou


————


Ema deut ar goanv. Setu perak n’oa ket ouspen seiz heur hag e oa debret koan e Kerbrieg.

Edo an holl bodet wardro an oaled, rak n’oa ket re domm an amzer. Ar merc’hed, gant o c’hegellou hag o inkinou, a neze endra c’hellent, hag ar wazed a rea kestou.

— « Tad-koz, eme Eozenig, eur paotrig a eiz pe nao bloaz, distagit d’eomp eun tamm rimadel bennak. »

— « O ! eme an tad-koz, n’eo ket dao d’ar memes hini beza atao oc’h ober an dra-ze ; hag a hend-all, me zo re goz hag em bevez poan o chom dihun a-walc’h pa vezan o konta va-unan. Lavar da Ber an toer, p’ema aze, distaga unan d’it hizio, hennez a c’hoar, n’eo ket’ta, Per ? »

— « Neuze avat, Eozenig, eme Ber, e rankez kerc’hat d’in va zac’h rimadellou a zo war ar skaon e traon an ti. »

Hag ar paotr d’e gerc’hat, eur pez mat a lorc’h ennan. Pa oa deuet ar zac’h (eur zac’h da lakaat tachou da dei), Per a dennas anezan e gorp hag e vutum, a reas eur c’hornad hag a grogas en e rimadel :

« Gwechall, gwechall an hini en doa daoulagad n’oa ket dall. »

« Gwechall eta, e koad ar C’hranou, ez oa eur glaouaer ha ne gave paeron ebet war-dro ar gear da eur mab, an triwac’hved a oa ganet d’ezan. En derveziou-ze, Roue Bro-C’hall a deuas da chaseal da Goad ar C’hranou. Goude an dro chase, e c’hoarvezas gantan beza kollet dioc’h e dud, hag e oe brao gantan kaout ti eur glaouaer, evit e repui en noz.

— « Daoust, eme ar Roue, ha ne c’hellfec’h ket roi lojeiz d’in en ho ti ? N’eo ket brao hardis beza er meaz, rak klevet a reer du ze ar bleizi o yudal. »

— « Deuit en ti, eme ar glaouaer, ha Doue r’ho pennigo ! Me n’oun dare ha c’houi ho pezo eum digemer kaer avat. »