Fanch en doa eur parkad mat a irvin, irvin kaer, me lavar d’eoc’h, ar seurt ne vez ket gwelet alies zoken wardro Kastel-Paol.
Bemdez, pa ’z ea Fanch d’ar park, e sante an diank eus e irvin, rouesaat a reant. Dont a reas d’ar gear eus ar park en eur skrabat e benn.
— « Mat, emezan, spontus eo gwelet petra reer d’am irvin. Ne dleer ket ober traou evel se ; red e vezo d’in teuler evez war va farkad irvin. »
En deiz-se, dioc’h an noz, da c’houde koan, ez eas d’ar park, eur fuzul gantan dindan e vreac’h.
Da hanter-noz pe wardro e teuas eun den er park gant eul linser wenn war e chouk, hag a lavare evel-hen :
Abaoue m’emaon er bed,
Biskoaz irvinen ’meus tanveet,
Nag e kris nag e poas ;
Ha fenoz na rin ket c’hoaz !
Fanch a yoa e korn ar park, e fuzul bantet gantan prest da skei, mes, va Doue ! ne oe ket evit ober, rak ker spontet e oe gant an den ze gwisket e gwenn, ma redas d’ar gear, e vleo savet evel nadoziou war e benn.
Lammet a reas en e wele dilhad hag-all hep kemeret amzer zoken da denna e voutou.
— « O va Doue ! Perrin, emezan, m’em eus gwelet eun den maro o tont da laerez irvin. Hennez a yoa gwenn ! Hennez a yoa gwenn ! ken gwenn hag an erc’h, hag e lavare c’hoaz n’ouzon ket petra, n’hen doa ket tanveet biskoaz an irvin ! M’em boa aon avat, ken am boa, ken, ken n’oan ket evit kerzet. Mat a ri mont varc’hoaz da welet an aotrou person, da lakaat eun oferen gant hon zud varo. »