— « O ya da ! eme Berrin, gwir a leverez ; mes, da c’hortoz, lavaromp eun De Profundis evit an Anaon kez ! »
E keit-se, al laer irvin er park a gendalc’he braoik hep diezamant da garga e linser da vont d’ar gear.
Pa’z eas Fanch d’ar park en deiz warlerc’h e kavas, n’eo ket souezus ! ez oa eat adarre eun tachad mat a irvin gant al laer.
— « Tanfoeltr, emezan, mont a rai va holl irvin gant al laer, hep ma chomfe hini ebet ganen ! Red e vezo d’in dont adarre ember, ha mar tapan al laer, e feiz, gwaz a vo evitan ! rak bez” en devo irvin mat ! »
Pa oe debret koan, Fanch a yeas d’ar park, evel en deiz a raok, gantan eur fuzul hag eur pez pikol baz teo teo, ken teo hag eur vaz yod.
— « Hola ! hizio avat me a roio koat d’al laër… Lez anezan, bez en devezo irvin war e benn, mar gallan e dapa ! »
Pa oa an hanter-noz sonet ec’h erruas unan er park, eur pez den bras, eur pikol tok gantan war e benn, kement ha tok eul lutun, eur garrigel gantan war bouez e zaou zourn, hag e lavare dre ma’z ea :
« Tapet e vezi ! tapet e vezi ! tapet e vezi ! »
« O va Doue ! eme Fanch, piou eo a vo tapet ?… Me marteze ! Ne vezin ket, rak me azo o vont d’ar gear ! Erru eo al lutun !… O va Doue ! diouallit ac’hanon ! Ez an da veza lazet ! » Hag hen d’ar gear d’ar red ken e stoke e dreid ouz fonz e vragou.
— « O Perrin gez, emezan, m’em eus gwelet eul lutun ha ne ehane da lavaret dre ma teue er park gant e garrigel : « Tapet e vezi ! tapet e vezi ! » Me grede oa Karrigel an Ankou ! Ha kentoc’h evit beza tapet gantan ez oun deuet buhan d’ar gear. Hirroc’h e talv d’in va buez eget an irvin-ze, n’eo ket gwir ? »
— « O eo, Fanch kez, eme Berrin ; deus d’az kwele ha serr mat an nor a ze. Lez pelloc’h da irvin, rak aon am ęus ne vez lazet da-unan o klask laza al laer ; hag an dra-ze a ve ar gwasa !… »
— « Mat sur e komzez, Perrin ! Mar chomfez intanvez gant hon fevar bugel, ne ve ket brao d’it, sklear eo ! »
— « Ya, Fanch, ar wirionez eo, muioc’h e talc’han d’it eget d’hon irvin ! ha penaos e rafen-me deus va douar mar na vijez ket aze evit hen labourat ? Hen dilezel a rafen evit mont gant va bugale da redek bro da glask an aluzen ! Ne vije ket eun dra gaer evidon. »
— « Sonjal a ran, eme Fanch… Me n’in mui da welet an irvin-ze ; ha goude ma’z afent holl gant ar foeltr, ne ran forz ! Evidon-me ne gollin ket va buez abalamour d’ezo ! »
— « Deus d’az kwele, Fanch kez, pa lavaran d’it ! Rak an