E Pariz ez oa eun orfebrer hag a golle bemdez eur braoig ben
nak a dalvoudegez vras; ha setu hen o lakat en e benn ober eun
enklask evit kaout al laer. Al laer-ze, war e veno, a ranke beza
eus an ti, mevel pe blac’h. Da houma ez aje da genta. Dibab a
eure eun dervez gouel, ha war êun digarez bennak e reas d’ar
plac’h chom he-unan war-dro an ti. Lakeat en doa araok mont en
hent eun toulladig mein a briz war an daol, hag e reas evel p’en
dije ankounac’heat anezo. Meur a hini a yoa diank pa zizroas an
aotrou d’ar gear. « Sklear eo brema, emezan, va flac’h eo al laer ! »
Hag ez eas d’he zamall d’an archerien. Ne badas ket pell ar prosez :
ar plac’h kez a oe barnet da veza dibennet… — Evit eun
torfed ha n’he doa ket great !!!
Meur a vloavez goude, an orfebrer a welas eun deiz eur big, savet gantan hag a garie kalz, o kemeret eur walen aour gant he beg hag o vont ganti ac’hano d’eur wezen gleuz en em gave dem dost d’an ti. Mont a reas d’he heul, ha pebeus souezen a dapas pa welas eno an holl draou kaer ha pinvidik a yoa bet laeret d’ezan ! N’em eus ket ezom da lavaret pegen glac’haret e oe an orfebrer dirak an torfed en doa great o lakat barn d’ar maro eur grouadurez divlamm. Mennout a eure koll e benn. Eun toullad arc’hant a roas evit ma vije lavaret da viken eun oferen ar bloaz evit e blac’h kez.
Arabat barn re vuhan.