Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —


— Hep, mevel, eur biftek evit pevar, mar plij, hag hep ava lou : n’em eus ket ezom avalou !

Ar vourc’hisien a davas hag a reas meur a zell korn. Nec’het oant. Ha petra rea d’ar mec’hieg dont brema da c’houlen biftek, goude beza goulenned boued vijel ? E gwirionez, eun dra nevez bennak a yea da dremen.

Ar mevel e-unan ne c’houie petra da zonjal, hag a jome eno rampet, digor frank e c’hinou gantan. Ha Job da lavaret adarre :

Eur biftek evit pevar !… mar na ra ket ze diez d’eoc’h !

An holl lagadou a yoa o para war ar skolaer. Ar biftek a deuaz, ha Job a reas gantan kement a damm hag a lavar-treuz en toa klevet enep e feiz.

Gervel a reas eur c’hi a yoa eno e kichen e vestr, puchet war e zaou droad adrenv, o c’hedal e damm :

— D’it te, kamalad, emezan o roi an tamm kenta d’ar c’hi ; ar gwener a zo eun dervez evel ar re-all !

Chik hiniennou a deuaz da veza gwall hir.

— Del, emezan eun eil gwech, pak adarre ! Diskiant ma ’z out, daoust ha falloc’h eo ar c’hig da wener eget d’ar zul ?

Krosmol a zave etouez ar vourc’hisien.

— Ar beg moan-ze a zo oc’h ober gwap ac’hanomp-ni !

Edo an trede tamm e beg fourchetez Job. Ar c’hi a yoa fouge ennan, e c’hellit kredi ; e ziskouarn sounn war e benn, e lost o fichal, ne zistage ket e zaoulagad diwar ar paotr a yoa ker mat evitan.

— Dioc’h da zaoulagad eo anat out spereded kaer ! Te, marvat, a zo eus da amzer, ha ne rez fors ebet eus ar c’hiziou koz o koueza en o foull ! Debr ’ta !

Pa glevas distrei d’ezan en doare-ze ar c’homzou en doa lavaret eur pennad araok, perc’hen ar c’hi a zavas ar rusder d’e dal hag a c’halvas e vignon blevek de gaout. Hema a zentas raktal, daoust d’ezan d’en em blijout e kompagnunez Job. E lagad a gendalc’has da bara war ar paotr en doa great ker brao d’ezan. Job a gemeras ar pevare tamm, an diveza, hag a zavas anezan d’hen diskouez d’ar c’hi. Meur a vourc’hiz a yoa en em roet da c’hoar zin ! peadra a yoa.

— Alo, Loulou ! kemer hema c’hoaz, an diveza eo avat. Mar neus da ober evit beza den a zoare nemet dibri kig da wener, te c’hell lavaret gant lorc’h ez out eur c’hristen eus an dibab !

An holl en dro-ma a zirollas da c’hoarzin. An daouarn a strakas en enor d’ar studier kalonek a ouïe ker brao-all distroi d’o ferc’hen ar vein o doa taolet en e liorz. Ar re zoken a yoa bet ar muia glazet a lavaras neuze :

— N’eus ket da lavaret, devet omp gantan !