Epad vakans an eost Job Kemener hag e vamm a veache dre
Vro-C’hall. E skolach Kastel edo oc’h ober e studi da vont da
veleg. Evel m’oa skuis e benn gant al labour, an itron Kemener
a implije deiziou kaer an hanv o vale he mab du-ma du-hont, da
ziskouez d’ezan traou iskiz ar c’heariou bras.
Digouezet oant e Chagny da zeiz gwener, da vintin. Goude beza ket en oferen, ar vamm hag ar mab a yeas da breja d’ar « gar ». Tud a yoa leiz ar zal. Hon daou bourmener a deuas koulskoude a-benn da gaout plasou, dres e kreiz.
Eur mevel a ziredas kerkent daveto :
— Biftek gant avalou, filet pe kostezennou ? Pe seurt a vezo digaset deoc’h ?
— Asa paotr kez, a lavaras Job d’ezan, ar gwener a zo hizio.
— Ni zebro boued vijel, a lavaras ive ar vamm.
Nag a dud o divije great evel ar re-all gant aon da veza gwapaet ! Arabat e vezo da hini ebet eus a gement a lenno kement ma kaout mez morse oc’h anzav dirak an holl ar pez eo e goueled e e galon : Kristen ha Breizad !
Oc’h an holl daoliou e tebred kig ; lod a anaie lezen an Iliz, lod-all, siouaz ! n’he anaient ket.
Komzou Job Kemener : Ar gwener a zo hizio ! o doa distonet evel eun taol kleron er c’houtiansou tenvalla.
— Petra ta zo a-nevez gant ar gwener ? a c’houlennas eur marc’hadour kov teo digant ar bourc’hiz ken teo-all a yoa amezeg d’ezan. Gellout a rea beza ankounac’haet mar en doa gouezet morse ne dle ket beza gwelet kig da wener war daol eur c’hristen.
— Ar c’hig rost, evit doare, eme an amezeg, na blij ket d’an holl da wener. Hag e lavare an dra-ze gant eun ton gwapaüs !
Kement hini a yoa eno a dapas a-nebeudou ar mousc’hoarz faeüs, ha dizaie e kavchont zoken eur gomz difeson ha direspet bennak da deuler d’ar paotr yaouank hardis a-walc’h evit anzav ken uhel e feiz dirak an holl, Gwir eo, ar gentel en doa roet a yoa eur rebech evit meur a hini eus ar vourc’hisien ze.
Bep gwech ma tistage unan e deodad flemmus, Job a c’hoarze leiz e c’hinou, ha kement-se a lakae nec’het ar wapaerien hep koulskoude ober d’ezo tevel.
Erfin, skuiz o klevet kement a farserez yud enep e feiz, ar paotr a lavaras eur gomz bennak e pleg skouarn e vamm, hag o veza bet he asant, ec’h hopas :