Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ME A VEZO SANT !


————


En darn vuia eus tiegeziou Breiz ema c’hoaz, a drugare Doue, ar c’hiz da lenn bemnoz buez ar zent a-raok grasou. Giz vat, din da veza meulet ; n’oufed ket alia re d’he c’hemeret an tadou hag ar mammou, ar vistri tiegez, o deus he lezet da goueza pe n’o deus-hi bet morse. Piou a lavaro ar vad a ra nebeut ha nebeut er c’halonou ? Ar prezegennou a zoug da gredi, mes ar skoueriou a a jach da ober ; n’eus bet gwelet morse netra kaeroc’h eget skoueriou Jezuz-Krist hag ar zent.

Lennomp eta bemdez buez ar zent. Ha pedomp holl a-unan en tiegez. Netra dudiusoc’h eget gwelet an tad, ar vamm, ar vugale, ar mitisien daoulined da bedi dirak kroaz en tiegez ! Netra gwelloc’h da denna warnan bennoz an nenv.

Eur vamm he devoa pevar bugel yaouank ; lakaat a rea he foan da ober anezo bugale fur, devot ha madelezus, hag ez-vihanik e teskent ren eur vuez e gwirionez kristen. Bemdez e lavarent o fedennou a vouez uhel dindan lagad o mamm. Houma a lavaras d’ezo eun nosvez a oe : « Na me ave eürus ma rofe Doue d’in ar c’hras da welet unan ac’hanoc’h o tont da veza sant ! »

Ar yaouanka a zavas en e zav da lavaret :

— « Me, mamm, a vezo sant ! »

Ar paotr a zalc’has d’e c’her : dont a reas da veza sant Per Selestin.

Kement-ma a ziskouez pegen talvoudek eo kentelia mat ar vugale war al lezen gristen dre ma teu o zammik skiant d’ezo. Al labour-ze a zell dreist-oll ouz ar vamm ; den n’hell hen ober kouls hag hi.


————