Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

Ar vamm, ar mab hena, an diou verc’h vras hag ar baotrezig vihan, a deue en a-raok. An tad en doa daleet eun tammig, hag a deue warlerc’h o koms gant an aotrou person.

— « Hag ho paotr, Fanch, n’hoc’h eus ket bet eus e gelou pell a zo ? »

— « Eo da, aotrou Person ; e vaëronez he deus bet lizer digantan eiz dez zo bet deac’h. »

— « Ac’hanta ? »

— « O feiz, aotrou Person, ’meus aon n’en em blij ket kaer ; tenn eo e labour, ha tamm plijadur ebet n’en deus. Mar karche beza selaouet ac’hanon, ar paotr sot zo anezan ! »

— « Lavaret em boa d’eoc’h, Fanch kez, e teuje buhan ar paotr da enoui e Pariz. »

— « Va mab paour !… Piou c’hoar penaos ema du-ze ? … Mat e rafe sur dont d’ar gear !… »

War gement-se Gwenole a zihunas en eul lamm, hag a huanadas o skrabat e benn, hanter zigor e zaoulagad.

— « O ya ! emezan, me a yelo d’ar gear !… Dizale… Varc’hoaz !… Mouga ran ama ! »

Derc’hel a eure d’e c’her.

E dad hen digemeras gant kalz a blijadur, evel ma reas tad ar mab foran a zo hano anezan en Aviel.

A-c’houdevez Gwenole n’en doe nemet eur c’heuz ; beza bet diskiant a-walc’h evit trei kein d’ar peoc’h, d’an eürusded, d’ar garantez ha d’ar frankiz, a gaver war ar meaz en hor bro ger Breiz-Izel.


————