Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Me a yelo d’ar gear !


————


« Koz vro villiget !… Malloz rus warnoc’h, sunerien gwad kristen… Ar zul anezi, ha n’hellan ket zoken mont da ober eur bale war ar meaz !… Aotrou Doue ! na reuzeudik eo va stad, ’velkent !… Ha perak ez oun-me deuet d’ar galeou-ma ?… Daoust ha n’edon ket gwelloc’h du-ze, em bro Breiz-Izel, gant va zad, va mamm, va breudeur, va « dous » Katellig, he doa evidon an denera karantez ?… Ama, siouaz ! den na zell ouzin, nemet ar mestr, ha c’hoaz eo evit hopal warnon « Breizad lor », pa labouran a lazkorf eus ar mintin d’an noz, sul, gouel, pemdez… »

Evel se e komze Gwenole outan e-unan, goude beza taolet eur foultren palad glaou er forn houarn ez oa karget da viret leun dan. C’houec’h miz a yoa edo e Pariz, er gear vras-se oa bet lavaret d’ezan kement a draou souezus diwar he fenn ! Hervez an dud ne dlie kaouter gear-benn nemet gounideguez ha plijadur. Ne lavarent ket d’ezan avat e kaver aliesoc’h kalz dienez da foueta war ar ruiou moaz. Savet oa c’hoant gantan da c’hounit arc’hant bras, hag ez oa eat !

O veza klasket labour epad pemzek dez, dispignet holl gantan e wenneien bet digant e dad, setu ma kavas fred en eun ijinerez vras… Deuet oa da veza « tommer ». N’hen divije ket gellet kaout na lousoc’h na lazusoc’h micher ; mes paeet mat oa. Kavet en doa eta ar pez a glaske ; hag evel ma’z oa krenv e fizias war e nerz. Hogen, ne zaleas ket da goll e liou rus, e zioujod c’houezet hag ar c’hig yac’h a yea ouz e eskern. Mont a rea bepred endro koulskoude, e riskl da dapa e varo eus an eil dervez d’egile.

Evel beuzet en eur mor a velkoni, an Arvoriad a lezas e benn da goueza war e ziwreac’h noaz, hag e chomas eur pennad mat evel-se, astennet war eur planken, e benn harp ouz ar voger. Ha neuze e spered a nijas dreist ar meneziou, ar plenennou, ar steriou evel eur wenanen o tistrei d’he c’holoen goude beza eat pell pell da zuna ar bleuniou… E holl gerent a yoa o tont eus ar gousperou